Gar
Gar a reer eus ezel traoñ korf un den ; dre ma'z eus div c'har e komzer eus divhar un den.
Izili ar c'herzhed eo an divhar. Stag int ouzh al lestr el laez ; an treid zo e traoñ an divhar.
Ent-strizh e talvez gar kement hag al lodenn eus ezel traoñ an dud a zo etre ar glin hag an ufern[1] ; neuze e reer morzhed eus al lodenn a-us d'ar glin ; an divesker hag an divorzhed a ya da ober divhar un den eta.
Blevek e vez divhar an dud vras. Ar merc'hed dreist-holl a gar disvleviñ o divhar, met kemend-all a vez graet gant paotred zo ivez, ar marc'hhouarnerien hag an neuñvierien dreist-holl, evit gounez tizh.
Korfadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rannbarzhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hwec'h rannbarzh pennañ zo e divhar un den, eus al laez d'an traoñ.
- Rannbarzh an divglun, etre al lestr hag ar vorzhed.
- Rannbarzh an divorzhed, etre an divlez hag an divorzhed.
- Rannbarzh an daoulin, etre an divorzhed hag an divesker.
- Rannbarzh an divesker, etre an daoulin hag an daouufern.
- Rannbarzh ar chouk-troad, eleze ar c'houbloù etre an divesker hag an daoudroad.
- Rannbarzh an daoudroad.
- Hirañ eskorn skeledenn un den eo askorn ar vorzhed, etre al lez hag ar glin.
- Ar padelleg eo askorn ar glin.
- Ar skin hag ar spilhenn eo an daou askorn a zo etre ar glin hag an ufern.
- An askorn fer hag an askorn seul zo dindan an ufern hag a-dreñv an troad.
- Seizh askorn ar souk, pemp askorn ar c'hreiztroad ha pevarzek oeñs a ya da ober an troad.
Da 56 e sav an niver a gigennoù a laka gar un den d'e zerc'hel sonn ha da fiñval (kerzhet, lammat, azezañ, hag all) : 14 e rannbarzh an divglun, 14 e rannbarzh an divorzhed, 14 e rannbarzh an divesker, ha 12 e rannbarzh an daoudroad.
Kreñv-tre eo kigennoù an divorzhed, pa rankont dougen ar c'horf. Etre an daoulin hag an daoudroad emañ kigennoù ar c'hofoù-gar ; pouezus int pa gerzher, pa lakaont ar gwad da redek en divhar a-bezh.
- El lez emañ an dalmerenn a-glun diavaez.
- D'he heul emañ talmerenn ar vorzhed, a zispak 6 talmerenn all.
- D'he heul emañ talmerenn an arzell, a zispak 7 talmerenn all tro-dro d'ar glin ; tu a-dreñv an daoulin eo an daouarzell.
- Er c'hof-gar, an dalmerenn araok a-skin a zispak 5 talmerenn tro-dro d'ar padelleg, endra emañ an dalmerenn araok a-skin en arzell.
- En troad emañ penndalmerenn an troad, a zo da-heul an dalmerenn araok a-skin.
Ar gwazhiennoù a heuilh an talmerennoù evit adkas ar gwad d'ar galon. ==Nervennoù Pemp nervenn bennañ zo e gar un den : nervennoù ar c'hof-gar, a zo rannet etre an nervenn diavez, an hini ziabarzh ha hini ar spilhenn ; an nervenn a-spilhenn don ; an nervenn a-skin.
Loened
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pav a vez lavaret eus gar ul loen dre vras, met gar a lavarer pa gomzer eus iizili ur marc'h.
- Hirc'hareged a reer eus an evned a zo hirc'harek, evel ar gerc'heiz, a chom en o sav war ur c'har hepken.
- Disheñvel-krenn ouzh gar un den eo gar un amprevan
-
Kerc'heiz penn-du war ur pav
-
Daou eus pavioù an amprevan cimbex
Surjianerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hoarvezout a ra e ve ret troc'hañ gar un den outañ, goude ur gwallzarvoud, da virout ouzh ar brein-krign.
Pa ne chom nemet ur c'har ken gant un den e rank kerzhout gant flac'hioù.
Dilhad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwisket e vez an divhar gant brageier, gargenoù, pe loeroù a bep seurt. Garwiskoù a reer eus ar pezhioù houarnwisk a warezed an divesker hepken, betel ar pennoù-glin a-wechoù.
- Garenn a vez lavaret eus ar rann eus ar bragoù a c'holo ur c'har.
Troioù-lavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kavout, kemer, tapout hed e c'har : tec'hel kuit.
- Lezel hed e c'har gant un den : lezel frankiz da vont gantañ.
- Mont evel gar ur c'hi en ur sac'h : na zegouezhout mat, pa gomzer eus dilhad peurliesañ.
- Ober e astenn gar diwezhañ : mervel.
- Ober gar d'un den bennak : astenn ur c'har da lakaat un den da gouezhañ.
- Stagañ e c'har/he gar ouzh gar un den bennak : dimeziñ.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Daou zivhar diwisk, paotr ha plac'h tal-ouzh-tal
-
Maouez kroazet he divhar noazh
-
Goulioù bev ouzh un divhar
-
Pavioù gleskered
-
Ki kroaziet e bavioù diaraok
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 515-a
|