Jod
Ar jod, pe boc'h, pe bougenn, eo ar rann eus ar penn, pe eus an dremm, etre al lagad, ar skouarn hag ar fri.
Kigennek eo al lodenn-se eus an dremm, ha c'hwezhet e vez a-wechoù gant an dud pa sonont gant bombard pe trompilh.
Ruz e vez an divjod a-wechoù abalamour d'ar yenijenn, pe da draoù all.
Poultrañ o divjod a rae ar merc'hed gwechall. Hiziv e lakaont koavon-dremm warne.
Blev
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Blevek eo divjod ar wazed, ken e rankont lemel o barv. Barv a c'hall dont d'ar merc'hed ivez pa'z eont kozh.
Toullañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Darn a blij dezho toullañ jod pe jod, pa ne vez ket an div, kement hag ober.
Kegin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mat e vez kavet jodoù loened da zebriñ, jodoù bevin, moc'h, pesked.
Moc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anavezet eo ar chotenn er Vro-Vigoudenn, ar joskenn e Treger.
Anvioù-tiegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar ar gerioù boc'h ha bougenn eo savet an anvioù-tiegezh Boc'heg ha Bougenneg.
Loened
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar boc'hig, pe boc'h-ruz, a vez graet eus an evn anvet ivez Alanig kof-ruz.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|