sellet
Neuz
Brezhoneg
- (Verb) (1499) Sellet er C'hatolikon[1]. Kar d'ar gerioù syll ha sylly e kerneveureg, syllu e kembraeg, sell « lagad » ha sell-ai-m « sellan » en heniwerzhoneg, seall « sell » e skoseg. Dont a rafe eus ur ger keltiek *stil-no- « lagad », hag a c'hellfe dont eus *stilp-no- kevatal d'ar ger henc'hresianeg στιλπ-νό-ς « skedus » ?[2]
- (Furm verb) Savet diwar « sell- », pennrann ar verb « sellet », hag an dibenn-ger « -et ».
Verb
sellet /ˈsɛlː.et/ (displegadur)
- Pa oa eno evel-se e tremenas ur marc'hadour saout eus ar Roc'h-Derrien, hag a deuas da sellet (!) ar vuoc'h ha d'he dastorniñ (!). — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/5, Al Liamm, 1994, p. 172.)
- Herve. — Kaer am eus sellet, ne welan ket eur penn kristen. — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 3.)
- Goude an deiz-se or-beze ar skïant da zelled en-dro deom hag-eñ ne veze den o selaou ahanom. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 472.)
sellet ouzh /ˈsɛlː.et/ verb kreñv dieeun (displegadur)
- Bukañ e selloù war un dra bennak evit e welet.
- Sell eeun ouzin hardiz, e-leh selled ouzin a-gorn evel ma rez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 460.)
Stumm all
Deveradoù
Troioù-lavar
- Gwasañ pec'hed a zo er bed eo selled etrezeg toull ar gloued pa vez arru koulz ar pred. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 303.)
- Gwasañ pec'hed a zo er bed eo selled etrezeg an toull-karr pa vez arru koulz ar pred. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 303.)
Troidigezhioù
- alamaneg : schauen (de) (sich in die Augen ~), anschauen (de) , ansehen (de)
- arabeg : نَظَرَ(ar) (naẓara)
- bambara : filɛ (*)
- daneg : betragte (da)
- esperanteg : rigardi (eo)
- faeroeg : hyggja at (fo)
- finneg : katsoa (fi)
- galleg : regarder (fr)
- italianeg : guardare (it)
Furm verb
sellet /ˈsɛlː.et/
- Anv-gwan-verb ar verb sellet.
- Hag eo diroufennet al lostennoù, eo dreset ar c'hoef, eo kribet ar blev kordigellet lezet er-maez eus ar c'hoef, e vez sellet er melezour bihan pe vras kuzhet er sac'h-dorn. — (Brogarour, Onenn, Gwengamp, 1936, p. 75.)
- Furm ar verb sellet e trede gour unan an doare-gourc'hemenn.
- — Sellet, Mamm ! Sellet ar pesk am eus tapet ! Ur pesk arc'hant, Mamm ! — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 111.)
- — Ba ! Ba ! Ober goap a ret. Sellet ar vuoc'h-se, pa lâran deoc'h, biskoazh n'hoc'h eus gwelet evelti ! — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/5, Al Liamm, 1994, p. 172.)
Roll an daveoù :