Mont d’an endalc’had

Chennai

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Chennai
kêr, kêr vras, state capital, business cluster
Deiziad krouiñ1639 Kemmañ
Anv ofisielMadras, Мадрас, Ченнаи, Chennai Kemmañ
Anv er yezh a orinசென்னை Kemmañ
Anv annezidiChennaiite Kemmañ
Yezh ofisieltamileg Kemmañ
KevandirAzia Kemmañ
StadIndia Kemmañ
Kêr-benn eusTamil Nadu, Madras State, Madras Presidency, Chennai district Kemmañ
E tiriadChennai district Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+05:30 Kemmañ
Daveennoù douaroniel13°4′57″N 80°16′30″E Kemmañ
Penn an aotrouniezhM. K. Stalin Kemmañ
AotrouniezhGreater Chennai Corporation Kemmañ
Ezel eusCreative Cities Network Kemmañ
Darvoud-alc'hwezSiege of Madras Kemmañ
Kod-post600... Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://chennaicorporation.gov.in/ Kemmañ
HashtagChennai Kemmañ
Douaroniezh an danvezgeography of Chennai Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of Chennai Kemmañ
Poblañsouriezh an danvezdemographics of Chennai Kemmañ
Kod pellgomz an takad44 Kemmañ
Fleet or registration numberTN-01—TN-22 Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Chennai Kemmañ
Map

Chennai (Tamil: சென்னை, LFE: [ˈtʃenːɛi], 'Tchennei' hervez doare-skrivañ ar brezhoneg), anavezet a-raok gant an anv "Madras" a zo kêr-benn Stad Tamil Nadu en India hag an pevare kêr vrasañ eus ar vro. Lec'hiet emañ war Aod Coromandel, e Pleg-mor Bengal. Gant ur boblañs eus 7,6 milion ag annezidi ez eo ar 36vet kêr vrasañ er bed.

Ur greizenn genwerzhel ha c'hreanterel vras eo ar gêr. Brudet eo evit he legadenn sevenadurel hag hec'h azeuldioù. Kêrbenn greanterezh an c'hirri-tan en India eo. He zraezh pennañ Traezh Marina a zo unan eus ar re hirañ er bed gant 12 km.

Herberc'hañ a ra Chennai ar c'henstriverezh tennis nemetañ en India.

Dont a ra an anv Madras eus Madraspatnam, al lec'h choazet gant Kompagnunezh Vreizhveurat Indez ar Reter da sevel ur gêr-werzh e 1639. En he c'hichen ez eus ur gêr vihan arall Chennapatnam. Kendeuzet e voe an div gêr ha tra ma veze ar saozon oc'h ober gant Madras e implije tud ar vro Chennapatnam pe Chennapuri. Ur gêr telugueg eo "Chennu". Talvezout a ra "brav" ha neuze, Chennapuri a dalvez "Kêr Vrav".

Adanvet e voe ar gêr Chennai e miz eost 1996 peogwir e kav a ra da dud ar vro e oa portugaleg e orin. Krediñ a reer e teu eus anv un trevadenner portugaleg Madre de Sois erruet er vro war-dro 1500.

Azeuldi Kapaleeshwarar e Mylapore a voe savet gant ar rouaned Pallava er VIIvet kantved

Ur greizenn genverzhel, velestradurel, vilourel hag armerzhel vras e oa rannvro Chennai adalek ar I kantved. Reolet e oa gant rouantelezhioù ar Pallava, Chola, Pandya ha gant Impalaeriezh Vijaynagar. Kêr Mylapore, hag a zo ur c'harter eus Chennai hiziv, a oa ur porzh pouezus en amzer rouantelezh Pallava.

Portugaliz hag Izelvroiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa erruas Portugaliz e 1522 e savjont ur porzh a anvjont São Tomé, hervez Sant Toma, abostol an Indez, hag en-defe prezeget aze etre 52 ha 70.

E 1612 ez eas ar rannvro gant an Izelvroiz. E Pulikat en em staljont.

D'an 22 miz Eost 1639 e roas Damerla Venkatadri, Nayak Vandavasi, tiriadoù Kompagnunezh Vreizhveurat Indez ar Reter evito da sevel ur gêr-werzh enno. Madrasemen e voe anvet, war a greder. Ur bloaz diwezhatoc'h e vo savet Fort Saint-George hag a yeas da greizenn ar gêr drevadennel.

Gallaoued e-pad tri bloaz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1746 e voe aloubet Fort St George ha Madras gant ar C'halloued. Preizhañ a rejont ar gêr hag ar c'heriadennoù nesañ.

Adgounid a reas ar saozon kontrol ar gêr e 1749 goude Feur-skrid Aachen; ne oa ket padet dalc'h ar C'hallaoued nemet tri bloaz eta.

He mogeriañ a rejont evit he gwareziñ ouzh argasadeg ar c'halloued pe Hyder Ali, Sultan Mysore. E fin an XVIIvet kantved o-doa staget ar saozon darn vrasañ an tirioù war-dro Tamil-Nadu hag ar pezh a zo hiziv Andhra Pradesh ha Karnataka. Prezidantelezh Madras, a oa Madras he c'hêrbenn, a savjont.

Dindan gouarnamant saoz ez eas Madras d'ur gêr vras ha d'ur porzh pouezus. Goude erruidigezh en hent-houarn en India, e-pad an XIXvet kantved e voe liammet ouzh kerioù bras arall evel Mumbai pe Kolkata. Ar gêr Indiat argaset gant Alamagn e-pad ar brezel bed kentañ e oa. Bombezañ a ra ar morreder skañv SMS Emden ur mirlec'h eoul-maen. Goude dieubidigezh ar vro ez eas Madras da gêrbenn Stad Madras a voe adanvet Tamil Nadu e 1969.

Da 13.04° N 80.17° R emañ lec'hiet Chennai biz Tamil Nadu e gevred India. Lec'hiet emañ en ur gompezenn aodel, Kompezenn-aod ar Reter hec'h anv. Un uhelder krenn a 6 m he-deus ar gêr hag he lec'h uhelañ a dizh 60 m hepken. Div stêr a dreuz Chennai, Cooum River e kreiz ar gêr ha Adyar River er su.


Kêrioù bras India
BangaloreChennaiDelhiHyderabadKolkataMumbai