Robert Merle

skrivagner gallek

Robert Merle zo ur skrivagner gall ganet e Tebessa, en Aljeria, d’an 28 a viz Eost 1908 ha marvet en e zomani e Malmaison, e parrez Grosrouvre, en Yvelines, d’ar 27 a viz Meurzh 2004.

Robert Merle

E vuhez

kemmañ

Ez-studier e klasoù prientiñ al lise Louis-le-Grand, e khâgne hag hypokhâgne, aotreeg e oa war ar brederouriezh ha skolveurieg war ar saozneg. Sevel a reas un dezenn doktorelezh diwar-benn ar skrivagner saoz Oscar Wilde. Kelenner lise e voe e Bourdel ha Neuilly-sur-Seine, e lec'h ma en em gav gant Jean-Paul Sartre. Pa voe soudardaet e 1939 e voe kaset da labourat gant an arme saoz e Dukark (Dunkerque), evel ar Breizhad Roparz Hemon ha prizoniet e voe e 1940 gant an Alamaned, evel ar skrivagner saoz P. G. Wodehouse. Chom a reas bac’het betek 1943. War-lerc’h ar brezel e voe anvet da vestr-prezegenner e Roazhon, ha goude e Tolosa (Toulouse), Caen, Rouen, Aljer, ha neuze Nanterre, e-lec’h ma laboure e miz Mae 1968.

Bet eo ezel er PCF (Strollad Komunour gall) ha lakaet e voe er-maez goude bezañ diskleriet er skingomz e wele aloubadeg Afghanistan gant Unvaniezh ar Soviedoù evel ur brezel trevadennel.

E romantoù

kemmañ

Kalz anezho, awenet gant e vuhez, a ra meneg eus sorc’henn al lec’hioù kloz hag eus ar brezel.

  • 1949 : Week-end à Zuydcoote, ur romant (priz Goncourt) : ur soudard gall a glask ur vag e-tal Dukark da vont da Vro-Saoz e-pad Emgann Dukark e 1940. Ur film a voe savet diwar al levr gant Henri Verneuil e 1964.
  • 1952 : La mort est mon métier : romant istorel savet diwar buhezskrid an nazi Rudolf Höss, komandant kamp-diouennañ Auschwitz, a voe savet diwarnañ ar film « Aus einem deutschen Leben » gant Theodor Kotulla e 1977.
  • 1962 : L'Île, a dapas gantañ ar prix de la Fraternité, a oa savet diwar emsavadeg martoloded al lestr saoz The Bounty : war un enezenn didud e klask an emsavidi saoz, a-gevret gant paotred ha merc’hed deuet ganto eus Tahiti, sevel ur gevredigezh nevez.
  • 1967 : Un animal doué de raison : ur romant skiant-faltazi bolitikel diwar-benn ar pezh a ziforc’h Mab-Den diouzh al loened, a voe savet diwarnañ ar film The Day of the daulphin (Le Jour du dauphin) gant Mike Nichols e 1973.
  • 1970 : Derrière la vitre : romant a gont ennañ aloubadeg sal ar gelennerien d’an 22 a viz Meurzh 1968 e skol-veur Nanterre.
  • 1972 : Malevil : ur romant skiant-faltazi bolitikel diwar-benn buhez ur gumuniezh tud o treuzvevañ en ur c’hastell war-lerc’h tarzhadenn ur vombezenn nukleel, a voe graet ur film diwarnañ gant Christian de Chalonge e 1981.
  • 1974 : Les Hommes protégés : ur romant skiant-faltazi bolitikel diwar-benn mestroni ar merc’hed goude kouezhet ur c’hleñved war ar baotred, a vir ouzh al lod vrasañ da vezañ gouest da gaout bugale.
  • 1976 : Madrapour : beaj ur c’harr-nij hep sturier, seurt metaforenn vetafizikel eus an tremen « en tu all d’ar san ».
  • 1986 : Le Jour ne se lève pas pour nous, danevell diwar-benn ar vuhez en ul lestr-spluj nukleel gall.
  • 1987 : L'Idole : er XVIvet kantved, en Italia, ur vourc’hizez aet da itron a lak an dud d’en em zrailhañ abalamour dezhi.
  • 1989 : Le Propre de l'Homme : ur skiantour a glask sevel ur varmouzez en e diegezh ha kelenn dezhi yezh an daouarn evit prouiñ ez eus spered el loened a ouenn ganti.

Rummad « Fortune de France » (romantoù istorel)

kemmañ

Mont a ra an heuliad romantoù-se eus 1547 da 1661. Ar 6 levr kentañ, a ya da ober lodenn gentañ an oberenn vras-se, a zo kontet ennañ darvoudoù hervez ma vezont gwelet gant Pierre de Siorac, un dudenn krouet gant ar skrivagner, a zo noblañs e lez ar roue gall. Re an eil lodenn a zo kontet eus sellboent e vab Pierre-Emmanuel.

  • 1950 : Levrenn I : Sisyphe et la mort, Flamineo, Les Sonderling.
  • 1957 : Levrenn II: Nouveau Sisyphe, Justice à Miramar, L'Assemblée des femmes, diwar Aristophanes.
  • 1992 : Levrenn III : Le Mort et le Vif, Nanterre la Folie (gant Sylvie Gravagna)
  • 1996 : Pièces pies et impies.

Oberennoù all

kemmañ
  • 1955 : Oscar Wilde ou la « destinée » de l'homosexuel
  • 1965 : Moncada, premier combat de Fidel Castro. Emsavadenn c’hwitet Fidel Castro gwelet gant diktatour Kuba, da lavarout eo evel un taol kaer.
  • 1984 : Oscar Wilde.
  • 1985 : Ahmed Ben Bella

Prizioù gounezet

kemmañ
  • 1949 : Prix Goncourt, gant Week-end à Zuydcoote.
  • 1974 : Prix John Wood Campbell Memorial, gant Malevil.
  • 1962 : Prix de la Fraternité, gant L'Île.
  • 2003 : Prix Jean Giono gant Le Glaive et les amours.

Da welout

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
  Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.