Aljeria
Aljeria, pe an Aljeri (arabeg لجزائر al-Jazā'ir, "An Inizi" ; tamazigteg hag arabeg aljerian : Dzayer, Djazaïr pe Ldzayer), zo ur Stad norzhafrikat, ul lodenn eus ar Maghreb eo. Republik Aljerian Demokratel ha Poblel, berraet en « R.A.D.P. » eo anv klok ar Stad (arabeg : لجمهورية الجزائرية الديمقراطية الشعبية, tamazigteg : ⵟⴰⴳⴷⵓⴷⴰ ⵜⴰⵎⴻⴳⴷⴰⵢⵜ ⵜⴰⵖⴻⵔⴼⴰⵏⵜ ⵜⴰⴷⵣⴰⵢⵔⵉⵜ Tagduda Tadzayrit Tadimoqṛatit Taɣerfant). Aljer eo ar gêr-benn, a zo lec'hiet en norzh, war vord ar Mor Kreizdouarel. Brasañ bro Afrika eo, ul lodenn eus ar bed arabek hag eus an diaz kreizdouarel.
Republik Aljerian Demokratel ha Poblel (ar) الجمهورية الجزائرية الديمقراطية الشعبية (tam) ⵜⴰⴳⴷⵓⴷⴰ ⵜⴰⵎⴳⴷⴰⵢⵜ ⵜⴰⵖⵔⴼⴰⵏⵜ ⵜⴰⴷⵣⴰⵢⵔⵉⵢⵜ | |
---|---|
Banniel | Ardamezioù |
Ger-stur broadel : (ar) بالشّعب وللشّعب , (tam) seg ugdud i ugdud, (fr) Par le peuple et pour le peuple | |
Yezhoù ofisiel | arabeg ha tamazigh |
Kêr-benn | Aljer |
Statud politikel | Republik |
Prezidant | Abdelmajid Tebboune (عبد المجيد تبون) |
Kentañ ministr | Nadir Larbanoui (نذير العرباوي) |
Gorread -En holl -% dour |
2 381 741 km² dister |
Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
42 972 878 (2020) 18/km² |
Dizalc'hiezh | (diouzh Frañs) 5 a viz Gouere 1962 |
Moneiz | Dinar aljerian |
Kan broadel | Kan broadel Aljeria (Kassaman) |
Devezh ar vro | 5 a viz Gouere |
Kod war ar Genrouedad | .dz |
Kod pellgomz | +213 |
Da 2 381 741 km² e sav gorread Aljeria, a zo gronnet gant 6 385 km a harzoù gant Tunizia er biz, Libia er reter, Niger ha Mali er su, douar nann emren eus ar Sahara ar C'hornôg hag evit echuiñ Maroko er c'hornôg.
Goude 132 vloaz evel trevadenn c’hall he doa gounezet Aljeria he dieubidigezh d'ar 5 a viz Gouere 1962, goude ur brezel hir ha koustus, ha goude ur referendom emdermeniñ d'ar 1añ a viz Gouere 1962.
Ezel eo Aljeria eus ar Broadoù Unanet, eus Unaniezh Afrika, eus Emsav ar Re E-maez hag eus Kevre ar Stadoù Arab abaoe an dieubidigezh e 1962. Disklêriañ a ra bonreizh Aljeria ez eo « an islam, an Arabed hag an Amazighed » evel krevrennoù kreñv eus identelezh pobl Aljeria.
An anv
kemmañEus anv ar gêr-benn e teu anv ar Stad. An anv « Aljer » a zeu eus ar c'hatalaneg Aljeria, hag a zeu eus Al-Djaza'ir (distagadur lec'hiel eus an arabeg klasel al-Jazā'ir).
« Algérie » eo ar stumm gallek, implijet evit ar wech kentañ e 1686 gant Fontenelle en Entretiens sur la pluralité des mondes ; adkemeret eo bet d'ar 14 a viz Here 1839 gant Antoine Virgile Schneider evit komz eus an dachenn-mañ hag a zo ul lodenn eus an Aodoù Berberek (Barbaresques e galleg ar mare).
Stag eo deveradur an anv arabek Al-Djaza'ir (الجزائر) ouzh anv an inizi hag a oa dirak porzh Aljer. Staget int bet bremañ ouzh ur chaoser. Un deveradur all a lak aorin anv aljeria en arabeg Al-Djaza'ir (الجزائر) da zont eus Ziri ibn Menad, Djezaïr hag eus Dziri, a zo Tziri e berbereg haga dalvez kement ha "loar sklaer".
Douaroniezh
kemmañAljeria eo bro vrasañ kevandir Afrika, eus ar bed arabek, hag eus ar Mor Kreizdouarel ; e su Aljeria emañ ar Sahara. En norzh emañ Menezioù Atlas : an Atlas Tellian hag an Atlas Saharian. Bez’ ez eus un aradennad-venezioù (Aoures, Batna, Khenchela, Oum-El-Bouaghi, Aïn M'lila, Souk-Ahras, Guelma, Biskra).
Krenoù-douar
kemmañUn oberiantiz seismek bras-tre a zo lec'hiet e takadoù tost da aod Aljeria a-hed ar Mor Kreizdouarel. Ar voustradenn dektonek etre plakennoù Afrika hag Eurazia a grou kalz frailhoù hag a seismoù bras pe vihan. Rannet eo Aljeria etre div blakenn dektonek abalamour d’ar frailh Su-Atlasek. En norzh emañ ivez tektoniezh an Alpoù hag er su pladenn ar Sahara hag a zo stabil a-walc'h.
A-douez ar c'hrenoù-douar bras ha feulz emañ hini Al Asnam (Chlef bremañ) e miz Gwengolo 1980, hini Constantine e miz Here 1985 ha hini Tipasa e miz Here 1989. An hini diwezhañ a lazhas tud eo hini M'sila e miz Mae 2010.
Gwrezverkoù
kemmañEr Sahara e sav ar gwrezvek keitat da 40°C war an deiz ha da 5°C diouzh an noz.
En norzh hag er c'hêriou tost d'an aod e vez gwrezverkoù ar goañv etre 8°C ha 15°C. Pignat a ra betek 25°C e miz Mae evit tizhout ar geidenn a 28°C ha 30°C e miz Gouere hag e miz Eost (28°C e Skikda ha 29,5°C en Aljer).
E menezioù Kabilia e vez tost ar gwrezverk da 3°C pe zoken -7°C e-kerzh ar goañv. Erc’h a vez alies d'ar mare-se.
E-kreiz hag e kornôg ar vro, e takad uhelblaenennoù rannvro Djelfa, e vez ar gwrezverkoù etre 30°C ha 38°C. Er reter, en Aorez, e vez yen-tre ar goañv, pa ziskenn ar gwrezverk betek -18°C. Tomm-tre e vez e-kerzh an hañv, betek 50°C en disheol.
Er gwalarn, evel en Oran, Tlemcen, Mostaganem, etc, ez eus un hin kreizhdouarel boutin, sec’h en hañv ha goañvoù dous gant an oabl louet pe digoumoul.
Ar c'hêrioù pennañ
kemmañAljer eo ar gêr vrasañ, muioc'h eget 6 milion a dud o vevañ enni. Kêrioù bras all ar vro eo Oran, Constantine, Annaba, Tizi-Ouzou (kêr-benn Kabilia), Tamanghasset (Kerbenn Hoggar), Ghardaia (kerbenn ar Mzab), Batna (ker-benn an Aores), Bejaia, Setif, Biskra, Ouargla.
Bevennoù
kemmañ6 343 km en holl :
Istor
kemmañAloubet e voe Aljeria gant Bro-C'hall en un doare hir ha feuls-tre, abalamour ma'z eus bet distrujet tost un drederenn eus poblañs Aljeria en ur implij doareoù evel mougeviñ, lazhadegoù prizonidi ha nann-soudarded, skrapadegoù, distrujadegoù plantadegoù ha kêriadennoù. Dre an doareoù feuls-se he deus gellet arme Bro-C'hall aloubiñ Aljeria kêriadenn-ha-kêriadenn. Met ret eo resisaat un dra : da heul an aloubadeg ez eus bet an trevadenniñ gant ur boblañs nevez.
E-penn kentañ e oa mat an darempredoù etre Bro-C'hall ha Rejañs Alje. Tu zo da lenn e miz Mezheven 1793Pelec'h ? : « P'en em gevre Europa a-enep Bro-C'hall dieub, e tou ur galloud afrikan (Aljer) e fealded e-keñver ar republik hag e tou dezhi e vignonaj. » Ouzhpenn e oa ivez Dinas Bro-C'hall o tikeañ koural en El Kala.
E 1794 e voe taget ar Frañs dispac'hel gant galloudoù Europa kevreet, hag a oa diaes dezhi magañ he foblañs hag he soudarded. Dey Alje, Hussein, a ginnigas kenemglevioù evit prenañ gwinizh en un doare aesoc'h, ha da c'houde e prestas arc'hant da Vro-C'hall digampi. Ur wech echuet ar brezel, ne baeas ket Bro-C'hall he dle ha, pa zeuas Bro-C'hall da vezañ ur rouantelezh adarre, e voe digresket an dle. Paeet voe an dle met e Pariz, e Kef ar Fiziadennoù hag ar Fiziamantoù. Neuze e teuas an Dey da vezañ neubeutoc'h-neubeutañ mignon gant konsul Bro-C'hall, abalamour ma komprenas ne adwelje biken e arc'hant ha ne vije biken paeet ar gwinizh.
Selout ouzh ar pennad Brezel Aljeria.
Poblañs
kemmañYezhoù
kemmañAn arabeg hag an tamazigteg eo ar yezhoù broadel hag ofisiel hervez ar Vonreizh[1]. An arabeg eo yezh ar Stad[2]. Ar galleg n'eo ket ofisiel, met graet e vez kalzik gantañ e bed ar c'henwerzh hag en deskadurezh.
Tud
kemmañA-raok an trevadenniñ
kemmañ
|
|
|
|
E-pad an trevadenniñ
kemmañ
|
|
|
Tud pennañ brezel Aljeria
kemmañ
|
|
|
Dileuridi Aljeria evit emglevioù Evian
kemmañ
|
|
Lennegezh
kemmañ
|
|
|
|
Sonerezh
kemmañ
|
|
C’hoariva, sinema
kemmañ
|
|
|
Livouriezh
kemmañ
|
|
Sportoù
kemmañ
|
|
|
|
Liammoù diavaez
kemmañDaveoù ha notennoù
kemmañ- ↑ Melladoù 3 ha 3bis
- ↑ Bonreizh, mellad 3
Tiriadoù dalc'het
Ceuta • Inizi Kanariez • Madeira • Melilla • Mayotte • Reünion • Saint Helena • Inizi Tchagos
Azawad • Sahara ar C'hornôg • Somaliland