traezh
Neuz
Brezhoneg
- Meneget er C'hatolikon (traez).
- Da geñveriañ gant ar gerioù traeth en kembraeg, treth en kerneveureg, traigh en iwerzhoneg.
- Anavezet en anvioù-lec'h : an Traezh Gwenn, an Traezh Hir, Tredraezh.
Anv-kadarn
traezh /ˈtrɛːs/ gourel, liester traezhioù ; strollder, unanderenn traezhenn
- → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ) .
- Gedon ha konifled a zo du-hont en koad Keraudren dont a reont da c’hoari war an traezh, war-dro gouloù-deiz ... . — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 56.)
- Neuiñ a reas goustad betek ar ribl ha mont d'en em astenn war an traezh. — (Roparz Hemon, Mari Vorgan, Al Liamm, eil emb. 1975, p. 87.)
- ..., dre ar gwenodennoù strizh treset en traezh gant tremenidi ar vakañsoù diwezhañ etre drefen koad hanter ziskaret, ... — (Mich Beyer, Seizh Devezh Warn-ugent, An Alarc'h Embannadurioù, 2006, p. 62.)
- Penn-da-benn ar pleg-mor e oa aodoù bihan, traezh gwenn-kann enno, er goudor etre belkadoù reier. — (Goulc'han Kervella, Brezel ar Rigadell, Al Liamm, 1994, p. 36.)
- Kalz a dud a oa? - Evel an traezh en aot. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 12.)
- traezh-aot
- Ar mogeriou-ze na zehint biken o veza ma'z int bet greet gand trêz-ôt. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 209.)