Mont d’an endalc’had

tevel

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Savet diwar an anv-kadarn tav hag an dibenn-ger -el.
Meneget er C'hatolikon (teuell).
Da geñveriañ gant ar verboù tewi en kembraeg, tewel en kerneveureg.

Verb

tevel /ˈteː.vɛl/ verb gwan (displegadur)

  1. Na lavarout ger, chom dilavar.
  2. Paouez, pa gomzer eus ar glav, an avel...
  3. Paouez da ober trouz mekanik...
  4. tevel un dra: paouez gant un dra
    tevel e c'henoù, e veg, e vouezh, e zaeroù
  5. tevel da ober un dra: paouez da ober un dra
  6. tevel war un dra, war un den: chom hep komz eus un dra

Doareoù-skrivañ all

En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet tewel.

Stumm all

Deveradoù

Troidigezhioù