mantell
Neuz
Brezhoneg
- Amprestet digant al latin (mantellum).
- Meneget er C'hatolikon.
- Da geñveriañ gant ar ger kembraek mantell.
Anv-kadarn
mantell /ˈmãn.tɛl/ benel (liester : mantilli, mentell)
- Pezh dilhad, milginoù hir dezhañ, a lakaer dreist an dilhad all.
- Abardaezi a rae pell a oa, stegnet e oa he mantell zu gant an noz zoken, hag an daou gaez n' o devoa gwelet liou eus ar Wenn. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 238.)
- Gant ar c'hemmadur war-lerc'h ar ger-mell :
- Ar vantell zo war he chouk Hini al laer zo deuz (ouzh) ar groug, SBI 1/322
- Met n'eus den, nemet ha yennet e vefe bet er stad-se, barrek da verzout peseurt gwalenn eo e gwirionez ar vougasenn euzhus-se, ken tev, ken divoull hag ur vantell stoub kouezhet warnoc'h en ur serr-lagad, hag a guzh ouzhoc'h mor, oabl, hag all, evel pa vefec'h o c'hoari mouchig-dall. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 106.)
- Sko ar vantell-mañ dreistout ha deus a-raog ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 40.)