Mont d’an endalc’had

disac'hañ

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Savet diwar an anv-kadarn disac'h hag al lostger -añ pe diwar ar rakger di- hag ar verb sac'hañ.

Verb

disac'hañ /diˈzɑːɣã/ verb kreñv eeun (anv-gwan-verb : disac'het) (displegadur)

  1. Dont er-maez eus ur sac'h:
  2. Tennañ (unan bennak, un dra bennak) eus ul lec'h, pe ur blegenn fall m'emañ sac'het:
  3. (dre skeudenn-lavar) Disac'hañ unan bennak : sikour unan bennak da zisplegañ e soñj dre lavaret ar ger a ra diouer dezhañ peurvuiañ
  4. (dre skeudenn-lavar), (Pemdez) Distagañ (ur gomz bennak) gant poan peurvuiañ:
  5. Lakaat (un dra bennak) da gouezhañ ; diskar
    • <skouer.>

disac'hañ verb gwan

  1. Kouezhañ diwar e ziazezoù, pe dre berzh e bouez, evel ur sac'h goullo, pa gomzer eus doar, pe eus tarzh-mor;
  2. En em dennañ eus ul lec'h bennak, ur blegenn fall bennak m'edod sac'het
  3. Teuler had (diwar-benn ar plant)
  4. Lavarout e soñj betek penn:
    • Per , pa vo krog da zisac'hañ, a zisac'ho. TBP ?

Deveradoù

Troioù-lavar

Troidigezhioù