Mont d’an endalc’had

kouezhañ

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Eus ar ger krennvrezhonek coezaff[1], kar d'ar verboù koedha e kerneveureg ha cwyddo e kembraeg, dezho ar memes ster.
Deuet eus ur verb keltiek *kēde, da lavaret eo *ḱei-dʰe, ger kevrennek savet diwar ar wrizioù indezeuropek *ḱh₂-ei- « kouezhañ » ha *dʰeh₁- « lakaat », peurheñvel ouzh caedere en latin. Gwelet kiz[2].

Verb

Ur volotenn o kouezhañ (1).

kouezhañ /ˈkweː(z)ã/ verb gwan (anv-gwan-verb : kouezhet) (displegadur)

  1. Bezañ sachet war-zu an traoñ gant e bouez.
    • Neuze, pe flastret gant ar pouez a oa war e gof, pe ur c’hwil o kouezhañ eus ar wezenn gozh en e c’henoù digor, Lom a greñchas e-kreiz figur Job gant ar paz a oa deuet dezhañ. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 21.)
    • Gourc’hemenn a ran dit bezañ va mevel endra vevin, sentiñ ouzhin e pep tra, ha pa vefe da ober d’al loar kouezhañ eus an oabl, pe lakaat ar mor da veuziñ ar vro-mañ. — (Roparz Hemon (diwar Chr. Marlowe), Fostus an doktor daonet in Pemp pezh c'hoari berr, Skridoù Breizh, Brest, 1944, p. 89.)
    • Kerkent e kouezhas glav a-walc'h evit lakaat an traoù da boulzañ en douar koulz ha biskoazh. — (Gabriel Morvan, Buez ar Zent, Brest, 1894, p. 135.)
  2. Koll e gempouez, pakañ ul lamm.
  3. Tizhout, skeiñ.
  4. Disteraat, diskenn, en em lezel da vont.
  5. En em gavout.
  6. Dont trumm pe drummoc'h da vezañ, pa gomzer eus stad ar c'horf pe ar spered.
    1. kouezhañ klañv : menel klañv.
      • Ur medisin brudet a-wechall, en deus pareet un niver bras a dud o vont da gouezhañ peultriner, gant kreson frigaset, lakaet gantan eoul debriñ e-leizh, ur meudadig holen-gwenn hepken, hag un diveradenn gwinegr. — (Loeiz ar Floc'h, E louzou da bep klenved, in An Oaled, niv. 35, 1931, p. 14.)
      • An dud o deus aon da gouezhañ diwar o zreid, a wel an traoù o treiñ en-dro dezho, a zo o vont da semplañ, da gouezhañ en droug-sant, a vo mat dezho kemer dour melis eus an apotikerezh, gwelloc’h aozet eo an dour-se eget an hini a rafent o-unan. — (Loeiz ar Floc'h, E louzou da bep klenved, in An Oaled, niv. 35, 1931, p. 13.)
    2. Kouezhañ en dizesper.
  7. Diwar-benn ar c'hleñvedoù:


Deveradoù

Troioù-lavar

Troidigezhioù

Bezañ sachet war-zu an traoñ gant e bouez

Daveoù

Roll an daveoù :