bras
Neuz
Gwelet ivez : Bras, braz |
Brezhoneg
- (1499)[1] E krennvrezhoneg e oa bras[2], a gaver e kerneveureg, evel e kembraeg hag en heniwerzhoneg bras, a vefe deveret eus ur ger keltiek *brassos kevatal d'ar ger latin grossus (en deus roet ar ger gallek gros, n'en deus kevatal anavezet all ebet (hep liamm ebet evel-just gant orin ar ger alamanek groß na gant e gevatal saoznek great).[3]
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | bras |
Derez-uheloc'h | brasoc'h |
Derez-uhelañ | brasañ |
Derez-estlammiñ | brasat |
bras /ˈbrɑːs/ derez kevatal : ken bras / kement.
- Muioc'h a hed, a uhelder, a devder dezhañ eget boas.
- Bezañ bras a-walc'h da ober un dra bennak.
- Mar d'eo bet trec'het Breiz er brezelliou braz.
He iez a zo bepred ken beo ha biskoaz. — (Taldir, Bro Goz ma Zadou, in Dihunamb!, 15vet niverenn, miz Gwengolo 1906, p. 248-249.) - Marc'h, roue Poulmarc'h, a veze laouen bras e galon pa c'helle mont da redek ar moc'h gouez e koadou bras e rouantelez. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 39.)
- — [...], ha ken bras e benn hag ur girin da lakaat dienn. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 69.)
- Lan ar C'hor a lard rod vras an dornerez. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 37.)
- Me am-eus diou fillorez ha n'eo ket braz a-walh o genou d'ober « ma faeron » diouzin (ahanon). — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 175.)
- unan bras/ unan vras
- Bras ha bihan.
- lorc'hus:
- Mari-se a zo ur plac'h vras. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 289.). Gwelout : ober e vraz.
- Arc'hant bras : kalz arc'hant. Tud an arc'hant bras': ar re binvidik.
- Ur beg bras.
- An dud vras.
- Ar mor bras.
- Ar pennoù-bras.
- Tennañ da vras.
Gerioù heñvelster
Gerioù enepster
Gerioù kevrennek
Deveradoù
Troioù-lavar
- ober an traoù war an ton bras
- Ar re vraz na reont ket toud al labour. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 303.)
- N'eus ket ezomm da gemer un den bihan evid espern boued nag unan braz evid ober muioc'h a labour. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 303.)
- Ne vo ket braz lod pep hini :
hemañ a zo evel ur grampouezenn etre naw c'hi. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 309.)
Troidigezhioù
Roll an daveoù :
- [1] : Geriadur istorel ar brezhoneg
- [2] : Ar c'hCatholicon
- [3] : Lexique Étymologique des termes les plus usuels du Breton Moderne
Adverb
- Lakaet war-lerc'h un anv-gwan da greñvaat:
Deveradoù
Galleg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-kadarn
bras /bʁa/ gourel
Kembraeg
Anv-gwan
bras /Distagadur ?/
- Bras.
Kerneveureg
Anv-gwan
bras /Distagadur ?/
- Bras.