laouen
Neuz
Brezhoneg
- Meneget er C'hatolikon (louen).
- Da geñveriañ gant an anvioù-gwan llawen en kembraeg, lowen en kerneveureg, lauenos en galianeg.
Indezeuropeg |
Henamzer uhel Kentkeltiek h.a. |
Henamzer Predeneg h.a. |
Krennamzer uhel Henvrezhoneg h.a. |
Krennamzer izel Krennvrezhoneg h.a. |
Amzerioù modern Brezhoneg h.a. |
Yezhoù all |
*leh₂w-(en) | *lowenos(en) *laweno- [1] |
*llowen (en) | louuen | louen | laouen lowen | |
louen | lowen | lowen | Kerneveureg | |||
llawen | llawen | Kembraeg | ||||
*lawenos/-a[2] | Galianeg |
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | laouen |
Derez-uheloc'h | laouenoc'h |
Derez-uhelañ | laouenañ |
Derez-estlammiñ | laouenat |
laouen /ˈlɔwːɛn/
- Zo levenez ennañ.
- Laouen on evel an heol. (laouen-bras).
- Nedeleg laouen.
- Sede ma voe stlapet ejened palevarzhet d'al loened, a voe laoue-bras. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 35.)
- Al loen a wele an dra-se hag a deue doñvoc'h-doñvañ, laouenoc'h-laouenañ bemdez ... — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 109.)
- bezañ laouen oc'h ober un dra bennak :
- [...] ; me 'gred, koulskoude, e vije bet ken laouen, o klevet kanaouennou eul labous pe c'houitelladennou eur mesaer. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 13.)
- Ar plac'h yaouank, laouen o welet ne rankche mui distrei d'ar mor [...]. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 28.)
- Ar roue a voe laouen o klevet heman o prezeg : eud teod distaget 'oa. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 66.)
- « [...]. Laouen e vijen bet o kaout ac'hanout da eil vab d' in. [...]. » — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 52.)
- bezañ laouen ouzh hen ober (ouzh hen gwelout, ...):
- Goulennet diganin, eme an impalaer, ar pezh a gerfet, hag e vezin laouen ouzh hen reiñ deoc'h. BUAS 665
- Sane (a gemer dourn an Aotr. Kerlaban d'e starda hag a lavar:) Ah! na me a zo laouen ouz ho kwelet! [...] ! — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 33.)
- bezañ laouen da ober udb :
- -Laouen–bras e ven da vont d’ar gêr... — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 109.)
- Me am eus ho kwelet en de-man e Montroulez, p'oc'h bet eno o leina e ti ar Bozelleg hag an doare brao a ouiec'h da gemeret da zibri ho pred en deus laket ac'hanon d'ho karet dioc'htu, hag o c'houzout ervat n'oc'h morse deuet er vro -man, oun laouen da veza en em gavet ganeoc'h evit ho kas e-touez va c'henvroïz, n'o devez ket atao, red eo hel lavaret, evit an diavêzidi, an doujans a zo dleet ; mez am eus evito, selaouit ! — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. ??.)
- ya laouen
- laouen an tamm anezhañ
Gerioù heñvelster
Gerioù enepster
Gerioù kevrennek
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- laouen e-giz an heol : laouen evel un ael, un aelig, un ael-Doue, laouen evel un eostig, an heol, ur pintig, ar Spered Santel
- Bremaïk eo eat eus ar gear, laouen e-giz an heol, en eur lavaret roi bep a vanne eus e win mat da gement-hini a deuje en ti. — (Ivon Krog, Klenved ar Medalennou, Ti-moulerez Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1909, p. 23.)
Adverb
- Ar paotr a zistroas Iaouen d'ar gear, Ieun e c'hodel baour a aour hag arc'hant. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 42.)