Unter den Linden
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/dd/Berlin_Unter_den_Linden_Potsdamer_Platz.jpg/300px-Berlin_Unter_den_Linden_Potsdamer_Platz.jpg)
Unter den Linden (Dindan ar gwez-tilh e brezhoneg) a zo ur vali vrudet e Berlin, etre Pariser Platz (kostez reter Brandenburger Tor) war-du ar c'hornôg betek Schlossbrücke.
Istor ha savadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er XVIvet kantved ne oa nemet un hent douar, treset e 1573 diwar urzh ar priñs-dilenner Johann Georg. D'ar mare-se e oa ul liamm etre Berliner Stadtschloss ha Tiergarten.
Goude Brezel Tregont Vloaz, pa oa Alamagn o c'houzañv goude distruj ar brezel, e c'houlennas Friedrich Wilhelm Iañ Brandenburg ma vije aozet balioù ha liorzhioù nevez. Ar vali a voe savet neuze diwar steñv ar priñs Johann Moritz, hag an hent a zeuas da vezañ ur vali, plantet warni mil gwezenn-graoñv ha mil gwezenn-dilh. D'ar mare-se e oa anvet "Straße des 17. Juni". Kolonenn an trec'h (Siegessäule) a voe lakaet en he fenn.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/49/Unter_den_Linden._1902.jpg/300px-Unter_den_Linden._1902.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/a3/Unter_den_Linden_Berlin2007.jpg/300px-Unter_den_Linden_Berlin2007.jpg)