Mont d’an endalc’had

Pyotr Kropotkin

Eus Wikipedia
Pyotr Kropotkin
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhImpalaeriezh Rusia, RSKS Rusia Kemmañ
LealdedImpalaeriezh Rusia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denПётр Алексе́евич Кропо́ткин Kemmañ
Anv-bihanПётр Kemmañ
Anv-familhKropotkine Kemmañ
Patronym or matronymAlekseyevich Kemmañ
Titl noblañsknyaz Kemmañ
Deiziad ganedigezh27 Du 1842 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMoskov Kemmañ
Deiziad ar marv8 C'hwe 1921 Kemmañ
Lec'h ar marvDmitrov Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvTanijenn skevent Kemmañ
Lec'h douaridigezhNovodevichy Cemetery Kemmañ
TadAleksey Kropotkin Kemmañ
MammEkaterina Nikolaevna Kropotkina (nee Sulima) Kemmañ
PriedSophie Kropotkin Kemmañ
BugelAlexandra Kropotkin Kemmañ
FamilhKropotkin family Kemmañ
Yezh vammrusianeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, rusianeg, galleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg, galleg Kemmañ
Tachenn labourprederouriezh Kemmañ
Bet war ar studi eFaculty of Physics and Mathematics of the Saint Petersburg University, Page Corps, First Moscow gymnasium Kemmañ
Contributed to creative workEncyclopædia Britannica 11th edition, Popular Science Kemmañ
Luskadanveliouriezh Kemmañ
Ezel eusInternational Workingmen's Association Kemmañ
Ideologiezh politikelanarcho-communism Kemmañ
Levezonet gantMic'hail Bakounin, Pierre-Joseph Proudhon, Narodniks Kemmañ
Kropotkin

Priñs Pyotr Alekseyevitch Kropotkin (1842-1921) (ruseg Пётр Алексе́евич Кропо́ткин).

Ganet e oa bet Piotr d'an 21 a viz Kerzu 1842 e Moskov en ur familh eus an noblañs vras. Studiañ a reas Kropotkin e Sant Petersbourg e Skol ar Floc'hed adalek e bemzek vloaz. Pa guitaas ar skol pemp bloaz war-lerc'h evel serjant (?). Ret e voe dezhañ servijout e lez an tsar Aleksandr II ma voe heuget gant emzalc'h ar gourtizaned.

A-benn ar fin e teuas Piotr Kropotkin da vezañ ofiser. Choaz a reas mont da Siberia da servij ar jeneral Koukel. Ar jeneral-mañ en devoa mennozhioù radikal ha meur a levr gant Herzen en e bakadoù, tro en doa bet an den-se da gejañ gant Bakounin pa oa-eñ harluet e Siberia.

Ergerzhadeg kentañ Kropotkin a voe e Manchouria. Bez' en doa da glask un hent eeun etre rannvro Baikal ha trevadennoù traoñienn ar ster Amour.

Ar bloavezh war-lerc'h e oa bet ret dezhañ klask un hent etre rannvro Baykal hag hini Yakoutsk.

E-kezh an ergerzhadeg-se e skrivas Kropotkin teoriennoù diwar-benn ar skornadur.

E dibenn ar bloavezh 1867 e kuitaas an arme hag e tistroas da Sant Petersbourg.

Studiañ a reas skiantoù an natur hag an douaroniezh pemp bloavezh-pad. Anvet e voe neuze e penn Kevredigezh Douaroniezh Rusia hag ergerzhañ a reas eviti skornegoù Bro-Finland ha Sveden etre 1871 ha 1873. Dedennet e voe ivez gant ar politikerezh ha lenn a reas oberennoù ar skrivagnerien bennañ. En em dommañ a reas neuze ouzh an teoriennoù diveliour.

Goude marv e dad e 1872 ez eas Kropotkin da veajiñ da Vro-Suis. Desachet e voe eno gant Aozadur Etrevroadel al Labourerien (AEL), erruet e Zürich en em emouestlas en ur rann diouzh an AEL.

Goude-se ez eas da weladenniñ ar Jura e-lec'h ma oa tost an diveliouriezh ouzh kalonoù ar saverien horolajoù. E Neuchâtel e kejas gant James Guillaume hag a teuas da vezañ ur mignon bras dezhañ.

Pa zistroas Kropotkin da Rusia e krogas da vrudañ ar mennozhioù diveliour. Prezeg a reas e karterioù pobl Sant Petersbourg gwisket evel Yann Gouer. E 1874 e voe harzet ha bac'het e kreñvlec'h Pêr ha Paol evit « propaganda dispac'hel ». Tec'hout a reas da Vro-Saoz gant sikour e c'hoar.

Kropotkin a zistroas neuze da Vro-Suis.
E miz Kerzu 1876 edo e Neuchâtel e-lec’h ma kejas gant Malatesta ha Cafiero hag a oa oc'h aozañ ur plan evit un emsavadeg en Italia. En em staliañ a reas neuze er Jura, ha beajiñ a reas un tamm e pep lec’h en Europa : e Belgia, e Frañs, e-lec’h ma kejas gant Elisée Reclus. E miz Even 1877, e voe krouet ar gazetenn "l'Avant-garde" gant Kropotkin ha Paul Brousse, ar gazetenn-se a oa etrevroadelour hag etrevroadel. E diskaramzer 1877 e kemeras perzh Kropotkin en emvod-meur Verviers, hini rann bakounek an AEL. Goude-se ez eas da Gatalonia, souezhet ha plijet e voe o welet pegen tost e oa ar mennozhioù diveliour ouzh al labourerien gatalan. E Katalonia e kejas gant Sophie Ananief hag a voe e gompagnunez betek fin e vuhez. E 1879 ec'h embannas Kropotkin ur gazetenn evit ar gevredelezh jurasian : "le Révolté" hag a zeuas da vezañ " la Révolte " e 1887 hag a-benn ar fin "les Temps nouveaux" e 1895.

E 1880 ez eas da Vro-C’hall da genlabourat gant Elisée Reclus evit sevel lodenn rusat "la géographie universelle".

Pa zistroas da Vro-Suis e voe kaset kuit rak drouklazhet e oa bet Aleksandr II, tsar Rusia, hag urzh a oa da gas kuit an holl dispac’herien rusian.

E 1882 e voe harzet Kropotkin e Bro-C’hall gant 60 diveliour all. Kropotkin ha tri stourmer all a voe kondaonet da bemp bloaz toull-bac’h, ar reoù all a voe kondaonet da bevar bloaz. E-pad ar bloavezhioù-se e kelennas Kropotkin mentoniezh, skiantoù an egor ha fizik d’e gamaladed, ha pep hini anezho a zeskas ur yezh estren.

Goude ma oa bet lezet da vont er-maez ez eas Kropotkin d’en em staliañ da Vro-Saoz gant Sophie.

Enno e krogas ar mennozhioù diveliour d’ober berzh. E 1885 e krogas Henry Seymour gant ar gazetenn "The anarchist". En East End Londrez ec'h embanne an diveliourien yuzev ur gelaouenn e yiddish (Mignon al labourer).

Ar strollad Freedom, a oa Kropotkin unan eus e grouerien, a embanne e gazetenn "Freedom". Embannet e voe al levr La morale anarchiste e 1890, e 1892 e voe tro la Conquête du Pain. Goude-se e reas un droiad da Vro-Ganada da brezeg diwar-benn ar skornegoù ha stummadur kevandir Azia, heuliet e voe an droiad-se gant unan all er Stadoù-Unanet evit komz eus an diveliouriezh, ar wech-mañ.

E 1905 e c'hoarvezas an dispac’h rusat kentañ ; brudet e voe an darvoud e Londrez gant Kropotkin.

E 1911 e skrivas Kropotkin evit kelaouenn ar Rusianed harluet, "Rabotni Mir".

Dont a reas Jean Grave d’e welet e 1916, komz a rejont diwar-benn ar brezel ha soñjal a rae dezho e vefe mat dezho bezañ eus tu ar reoù gevredet. Skrivañ a rejont Manifesto ar c’hwezek.

E 1917, e tivizas Kropotkin distreiñ da Rusia. Feuket e voe gant kinnig Kerenski : reiñ karg ur ministr dezhañ, ha, pa oa ar galloud gant Lenin e nac’has kemer perzh e kement stumm gouarnamant a vefe. Kropotkin a oa a-enep-groñs diktatouriezh ar volcheviked, ha stourm a reas a-enep dezhi. Mervel a reas e Dimitrov d’an 8 a viz C’hwevrer 1921 gant e vignoned nesañ en-dro dezhañ.

Interamant Kropotkin e voe an darvoud dieub diwezhañ en URSS.

Dodenn bennañ oberennoù Kropotkin a zo diskar ha kas d’an traoñ pep stumm a stad pe a gouarnamant hag aozañ ur gevredigezh komunour diazezet war ar genskoazell hag ar c’henlabour. Skrivañ a reas e galleg koulz hag e saozneg.

E oberennoù pennañ a zo :

  • Mémoires d'un révolutionnaire (1885)
  • Champs, Usines et Ateliers (1899)
  • Terreur en Russie (1909)
  • La grande révolution (An Dispac'h Gall), (1909),
  • Éthique, origine et développement (1924).