Poppea
Poppaea Sabina (~30 - 65 Oplontis) a oa eil pried an impalaer roman Neron hag impalaerez adal 62 betek he marv.
An darn vrasañ eus istorourien an Henamzer, war-bouez Flavius Josephus, ne gavont perzh mat ebet dezhi nemet he c'hoantiz, met an holl a ra anv eus he gwidreoù da vont da impalaerez. Ret e voe gortoz ar sonaozour Claudio Monteverdi, pemzek kantved goude, a reas anv eus he c'harantez ouzh Neron en e c'hoarigan L'incoronazione di Poppea.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Gens Poppaea a oa un tiegezh pinvidik eus Pompei. Merc'h e oa Poppaea Sabina da Titus Ollius, kestor en amzer an impalaer Tiberius, hogen mignon da Aelius Sejanus, pezh a gasas ar rivin dezhañ a-raok ma voe roet karg-Stad dezhañ. Hennezh a oa genidik eus proviñs Picenium (Marche hiziv), ha ker bihanik e voe e roud e politikerezh an Impalaeriezh ma chom dianav a-walc'h.
He mamm ivez a oa anvet Poppaea Sabina, meneget gant an istorourien evel ur vaouez a zoareoù seven, korfet-kaer. Hervez Tacitus e oa unan eus hegaratañ maouezed hec'h amzer. En em lazhañ a reas en 47, abalamour da wallitrikoù an impalaerez Messalina.
Pa varvas he zad e 31 ec'h addimezas he mamm gant Publius Cornelius Lentulus Scipio (I), a voe komandant e 22, konsul e 24, ha senedour goude. Publius Cornelius Lentulus Scipio (II), a oa hantervreur da Poppea, a voe konsul e 56 ha senedour goude.
Euredoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da gentañ e timezas Poppaea Sabina da Rufrius Crispinus, a oa prefed ar pretordi. Da eil e voe pried d'an impalaer Othon.
Dont a reas da vezañ pried-kleiz Neron, pa oa dimezet da Claudia Octavia. Harluet e voe Claudia Octavia, ha lazhet war urzh Neron. Neuze, e 62, e teuas Poppea da vezañ eil gwreg Neron. E 63 e c'hanas o merc'h Claudia.
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas abalamour d'un taol troad roet gant Neron en he c'hof, ha hi dougerez, e-kerzh an hañv e 65.
E 1964 e voe kavet kenkiz Poppea en Oplontis e-kerzh furchadegoù e Torre Annunziata, e Meurgêr Napoli.