Oseteg
Neuz
Ur yezh iranek eus skourr yezhoù ar biz eo an oseteg (Иронау Ironau pe Ирон æвзаг iron avžag), komzet gant tro-dro da 500.000 den en Osetia an Norzh (60%) hag en Osetia ar Su (15%) er C´haokaz war ar vevenn etre Rusia ha Jorjia hag ivez e Turkia.
Div rannyezh pennañ a zo:
- An ironeg (ar rannyezh komzet ar muiañ)
- An digoreg
Etre 1923-1937 e veze skrivet an oseteg gant al lizherenneg latin. Abaoe 1938 betek hiziv eo bet skrivet gant al lizherenneg kirillek enni lizherennoù ispisial ouzhpenn evit sonennoù na vezont ket kavet e rusianeg, da skouer æ.