Nzérékoré
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Nzérékoré skrivet ivez N'Zérékoré eo eil kêr vrasañ Ginea (etre 250 000 ha 300 000 annezad e 2008) goude penngêr ar vro Conakry, pennlec'h rannvro Nzérékoré, e gevred ar vro. Dont a ra anv ar gêr eus N'Zalikole a dalv e-kichen ma mammenn, ma stêr pe e e-kichen ma louzoù[1] e Kpelle, yezh ar boblañs vrasañ, ar C'hpelle anvet 'Guerzés' e galleg. Kalz stêrioù bihan a zo e N'Zérékoré e gwir ha lod o kregiñ enni. Savet eo bet Kêr Nzérékoré tro-dro d'ul lenn stanket hiziv bet savet goude stankadenn ar stêr 'N'Zali' pe 'N'Zélé'[2]
Ur c'hresk bras a voe e poblañs Nzérékoré goude an eil Brezel-bed pa zeuas ar gêr da vezañ ur greizenn velestradurel ha kenwerzhel. Er bloavezhioù 1990 ha 2000 e teuas enni kalz a repuidi eus Liberia hag Aod an Olifant.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ La Guinée aujourd'hui, Mylène Rémy, emb. Les éditions du Jaguar, 1999, Paris, France, ISBN 2-86950-308-3
- ↑ Guide de la Guinée, Luc Mogenet, emb. Imprimerie Mission catholique,1999, Conakry, Guinée