Liberia
Republic of Liberia Republik Liberia | |||||
| |||||
Ger-stur : "The love of liberty brought us here" | |||||
Kan broadel: All Hail, Liberia, Hail! | |||||
Kêr-benn (ha kêr vrasañ) |
Monrovia
| ||||
Yezh(où) ofisiel | Saozneg | ||||
---|---|---|---|---|---|
Gouarnamant | Republik | ||||
- Prezidant | Joseph Boakai | ||||
- Besprezidant | Jeremiah Koung | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 111 369 km² (103vet) | ||||
- Dour (%) | 13,5 | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur 2023 | 5,506,280[1] () | ||||
- Stankter | 35.5/km² (180vet) | ||||
Moneiz | Dollar Liberia (LRD )
| ||||
Gwerzhid-eur | (UTC) | ||||
Kod kenrouedad | .lr | ||||
Kod pellgomz | +231 |
Liberia zo ur stad vihan e kornôg Afrika, war aod ar Meurvor Atlantel. Emañ etre Sierra Leone er gwalarn, Ginea en hanternoz hag Aod an Olifant er reter.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e voe ar stad-se gant tud bet sklaved er Stadoù-Unanet ha bet dieubet en XIXvet kantved. Adalek 1822 e teuas an dud-se eus Amerika d’ober o annez eno, gant skoazell gouarnamant ar Stadoù-Unanet. Savet e voe ar stad nevez e 1847 ha roet e voe dezhi an anv ‘’Liberia’’ da lavaret e oa ‘’bro an dud dieub’’. Met an darn vrasañ eus annezidi ar stad nevez oa tud genidik eus Afrika, hag an dud deuet eus ar Stadoù-Unanet ne oa nemet un niver bihan anezho.
Nevesoc’h zo he deus gouzañvet Liberia diwar brezelioù diabarzh (1989-1996 ha 1999-2003) o deus kaset kuit miliadoù a dud eus o zi hag o deus distrujet an armerzh, diazezet dreist-holl war an ezporzhiañ houarn ha diamantoù.
Yezhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar saozneg eo ar yezh ofisiel, met n’eus nemet un drederenn eus an dud a oar ar yezh-se. Un ugent yezh bennak all a vez kaozeet gant an dud all.
Rannoù melestradurel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwelout kontelezhioù Liberia .
Tiriadoù dalc'het
Ceuta • Inizi Kanariez • Madeira • Melilla • Mayotte • Reünion • Saint Helena • Inizi Tchagos
Azawad • Sahara ar C'hornôg • Somaliland