Mont d’an endalc’had

Mindrailherez

Eus Wikipedia
Mindrailherez
Mindrailherez
Soudarded alaman oc'h adkargañ ur vindrailherez MG42
Krouidigezh 1862
Lec'h krouidigezh Stadoù-Unanet Amerika
Doare arm Enep troadegiezh

Enep kirri-nij
Arm emgefreek

Mindrailherez a vez graet eus un arm-tan emgefreek dezhañ ur gambr o tegemer kartouchennoù bihanoc'h o c'halibr evit 20 milimetr (reizhiad metrek, pe .50 meutad er sistem imperial). An armoù damheñvel met kambret evit bannadelloù tevoc'h a vez anvet kanolioù emgefreek.

Pal kentañ ar mindrailherezioù eo reiñ ur galloud-tan galloudusoc'h ha pelloc'h evit an armoù hiniennel all, gant un niver a dennoù kalz uheloc'h hag hiroc'h.

Donedigezh ar vindrailherez war an tachennoù-emgann a vez gwelet evel ur sin eus ar Reveulzi greantel o tont etrezek bed ar brezel.

Ar Gatling a voe ar gentañ mindrailherez. Hervez hec'h ijiner e c'helled ober labour hanter-kant fuzuilh ganti (gant 400 bolod tennet dre vunutenn en ur mod pleustrek, ha 1.200 bep munutenn en un doare teorikel). Dav e oa d'ar servijer-mindrailherez treiñ un dornikell evit tennañ ganti.

Peurliesañ e vez graet un diforc'h etre ar mindrailherezioù ponner (kalibr .30 pe uheloc'h) hag ar mindrailherezioù enep-troadegiezh. Evit ar re bonnerañ ez eo dav kaout daou pe dri den d'o implijout : unan evit tennañ, un eil evit cheñch ar c'hanol goude ur mare (war un MG42, pep 10.000 boled), hag a-wechoù, un trede den evit dougen ha pourveziañ ar c'hartouchennoù.

Ar c'hentañ mindrailherezioù a voe savet e kreiz an XIXvet kantved. Diazez ar mindrailherezioù a oa an niver uhel a dennoù diouzh renk ha dreist-holl ar mekanikerezh tennañ. Kroget e oa gant ar Gatling gun e 1862, a voe degemeret en United States Navy. Ar re savet war he lerc'h a chome reoù nerzhiet dre an daouarn o treiñ un dornigell. Ar c'hemm a zeuio gant ijinadenn Hiram Maxim, ar Maxim gun. An Doktor Gatling a glaskas krouiñ mindrailherezioù oc'h implijout kefluskerioù tredan ; implijet e vez an doare-se c'hoazh hiziv-an-deiz e lod eus ar mindrailherezioù a-vremañ evel an M134 Minigun.

Ledan eo hag ez eo bet implij ar ger mindrailherez. Hervez ar ster teknikel a-vremañ e vez graet mindrailherez eus "un arm emgefreek penn-da-benn hag a gambr, tenn hag adkambr keit ha ma vez pouezet war an draen, betek ma vefe echuet gant ar c'hartouchennoù pe ma vefe paouezet da bouezañ war an draen." Gant an termenadur-se e vez lakaet a-gostez ar c'hentañ mindrailherezioù hag a oa reoù dre zornell evel ar Volley guns pe ar Gatling.

Armoù kentañ gant tennoù lies

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sell a dost ouzh ur revolver matchlock gant eizh tenn (Alamagn, e-tro 1580)

An armoù kentañ dezhe meur a denn a anavezer a oa reoù savet da vare ar Grennamzer. Ar re-se a veze graet ribauldequin anezho. Ar c'hentañ armoù gant ur c'hanol nemetken a c'helle tennañ meur a denn hep ne vefe rediet adkargañ anezhe bewech a voe ar revolver savet en Europa e-fin ar XVvet kantved. Unan anezho a zo un arm-skoaz savet e Nürnberg, Alamagn, e-tro 1580. Unan all a zo un akebut, savet gant Hans Stopler eus Nürnberg e 1597.

Diaes e oa sevel armoù a c'helle tennañ diouzh renk gant kanolioù hir d'ar mare-se. Ret e voe gortoz ijinadenn ar gouriz tennoù evit ma teuje da vezañ posubl. Ar mousked Kalthoff pe ar fuzuilh Cookson a oa bet savet met e bihan-niver er XVIIvet kantved.

Ar vindrailherez Maxim hag ar C'hentañ Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gentañ mindrailherez emgefreek a voe ijinet e e 1884 gant Sir Hiram Maxim. Ar vindrailherez Maxim a implije nerzh distro ar gazoù bet produet gant an darzhadenn evit tennañ an hini war-lerc'h e-serr nerzh an dorn o treiñ un dornell. Evel-se e oa kalz uheloc'h an niver a dennoù evit na oa re ar mindrailherezoù evel an Nordenfelt pe ar Gatling. Gant an ijinour Maxim e oa bet ouzhpennet ivez un doare yenaat dre zour, gant ur pod tro-dro da ganol ar vindrailherez. Kalz uheloc'h e oa temperadur ar mindrailherezoù nevez emgefreek evit na oa ar re dre zorn.

Ar vindrailherez Maxim a voe implijet buan dre ar bed. Kavet e voe e pep arme eus ar broioù engouestlet er C'hentañ Brezel-bed gant doareoù kemmet a-nebeudoù hervez ar vro. An doare ma oa bet savet ar vindrailherez-se a oa unan na implije ket kalz soudarded, a oa aesoc'h da staliañ evit na oa an Nordenfelt hag ar Gatling. E-pad ar C'hentañ Brezel-bed e oa bet diskouezet anat nerzh galloudus ar mindrailherezoù. E 1912, e oa bet pourvezeiet d'an United States Army peder mindrailherez dre rejimant troadegiezh. A-benn 1919 e oa 336 mindrailherez dre rejimant. Gant ar sifroù-se e weler sklaer ar plas a oa bet kemeret gant familh an armoù-se war an tachennoù brezel.

Mindrailherezoù ponneroc'h a voe savet diaezezet war ar Maxim evel ar vindrailherez Vickers hag un toullad armoù all hervez ar broioù hag a-feur ma pade ar brezel. Ar vindrailherez Hotchkiss a voe unan eus ar re-se diazezet en XXvet kantved. Pistolennoù-mindrailher a voe krouet ivez evel an MP 18 alaman da skouer, ar Madsen, ar Chauchat pe al Lewis gun. Ar re-se a voe implijet un tamm e dibenn ar brezel. An armoù nevez-se a oa da vezañ implijet e plas ar mindrailherezoù, a oa ponneroc'h, da vare an argadennoù war-zu fozioù-brezel an enebourien. Evel ar c'hanolierezh e e teuas ar mindrailherezoù da vezañ ur spont bras evit soudarded an troadegiezh.[1]

Francesco Baracca o poziñ dirak un Nieuport 11. Gwelet e vez anat ar vindrailherez war an askell.

Ar c'hentañ wech ma voe ouzhpennet mindrailherezoù war ar c'hirri-nij a voe e-pad ar C'hentañ Brezel-bed. A-raok e oa bet dija blenerien oc'h implijout fuzuilhoù. Ur gudenn deknikel a voe raktal. An efedusañ evit un arm en ur c'harr-nij gant ur blenier nemetken a oa lakaat anezhañ dirazañ. Aesoc'h e oa evit tennañ, met ar gudenn a oa da renkañ evit na vije ket tennet war ar rod-viñs. An diskoulmoù kentañ d'ar gudenn-se, a oa bet kirri-nij gant ar rod-viñs en a-dreñv d'ar c'harr-nij evel ar Vickers F.B.5, Royal Aircraft Factory F.E.2 pe c'hoazh an Airco DH.2. Un diskoulm all a oa bet gant ar mindrailherezoù war an divaskell evel war an Nieuport 10 pe Nieuport 11. Evel-se ne oa ket tenn ebet a c'helle tizhout ar viñs. Un diskoulm all a oa bet implij biñsoù metal evel ar re lakaet war ar Morane-Saulnier L. Dre-se ne oa ket ken grevus ma oa tennoù o tizhout ar viñs.

E-kreiz ar bloavezh 1915, e oa bet kavet un doare mekanikerezh klotadur etre ar vindrailherez ha troioù ar rod-viñs. Al Luftstreitkräfte (Korfad impalaeriel nij alaman) eo en devoa krouet ar mekanikerezh-se, ar wech-mañ e oa dibosubl tennañ war ar rod-viñs. Ar Gevredidi n'o devoa ket krouet ur mekanikerezh evel-se betek ar bloavezh 1916, hag e-pad al lajad amzer-se e oa bet spontus evit ar vlenerien kirri-nij brezel. Graet e oa bet Fokker Scourge eus ar mare-se, goude ma voe gwelet ar c'hentañ Fokker Eindecker, ar c'hentañ karr-nij alaman gant ar mekanikerezh-se o tizhout an tachennoù emgann.

Etre an daou vrezel hag Eil Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-feur ma rede an amzer e oa bet gwellaet ar mindrailherezioù. Mare ar C'hentañ Brezel-bed en doa degaset un implij bras eus an arm-se ha neuze gwelladennoù lies. Mindrailherezioù skañv a oa bet savet evel harp-tan d'ar strolladoù-stourm. Un ezhomm a oa ma vijent hezoug met gant ur galloud-tennañ uhel ha kreñv.

Gant ma oa gwellaet an danvezioù diazez goude ar c'hentañ Brezel-bed, ar mindrailherezioù skañv a oa bet tu gwellaat anezhe a-benn bezañ hezoug muioc'h c'hoazh. An tresoù evel re ar Bren o devoa kemeret plas ar mindrailherezioù koshoc'h evel al Lewis gun evit tan-harp ar skouadrennoù troadegiezh. Anatoc'h-anatañ e oa an diforc'h etre ar mindrailherezioù etre evel ar M1919 Browning hag ar re bonner evel an M2 Browning. An tresoù nevez a zilaoske ar podadoù-dour evit yenaat ar mindrailherezoù, peogwri e oa re ziaes da genderc'hel gant ar sistem-mañ evit an armoù hezoug. Kalz aesoc'h e oa bet implijout kanolioù a veze tennet hag eskemmet gant reoù nevez.

Ar mare etre an daou vrezel-bed a voe hini ar mindrailherezoù gante ur rol ledan, evel an MG34 alaman. Ar mindrailherezoù nevez-se a c'helle bezañ implijet evel reoù skañv pe etre, met diaes e oa sevel leun anezho, hag an arbennigourien a voe rediet da adwelet an doare ma oant savet evit talañ ouzh ar gudenn-se, evel gant krouidigezh an MG42. Ar vindrailherez-se a oa simploc'h, marc'hamatoc'h da broduiñ, gant un tenn galloudusoc'h ha primoc'h. Kemer a reas plas an MG34 en holl implijoù nemet evit ar re war ar c'harbedoù. Ne oa ket aes kaout un MG42 dre ma oa ret cheñch alies ar c'hanol (?).

An taolioù arnodiñ graet war an MG42 er Stadoù-Unanet Amerika o devoa diskouezet splann e oa ret kaout mindrailherezioù gwelloc'h en nerzhioù lu stadunanat. Rankout a rae bezañ damheñvel ouzh an M2 Browning, a gemere plas an M1919. Implij ar re MG42 tapet e fin ar brezel ne oa ket posubl. Neuz an arm na roe ket an tu da vezañ implijet gant tennadennoù berr adal ar skoaz evel ar BAR. Goude labourioù hir e voe savet ar vindrailherez M60. Implijet e voe evit ar wech kentañ war tachennoù emgann Brezel Vietnam.

Ar mindrailherezioù a vez anezho hiziv-an-deiz a zeu a-benn da dizhout ar c'hefridioù a vez fiziet enne, ar pezh a laka an nevezadurioù da vont goustadik war-raok.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. "Du-hont, paotr kaez, emezañ, e oa eun ifern beza, gant o mindrailherezed milliget." Dek devez e Verdun, gant Jules Gros, pajenn 266
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan