Mont d’an endalc’had

Hiram Maxim

Eus Wikipedia

Sir Hiram Maxim, ganet d'ar 5 a viz C'hwevrer 1840 e Sangerville (Maine, Stadoù-Unanet Amerika) ha marvet d'ar 24 a viz Du 1916 e Streatham (Londrez, Rouantelezh-Unanet), a oa un ijinour stadunanat ha saoz, brudet evit bezañ ijinet unan eus ar mindrailherezioù kentañ.

Hiram Maxim a oa mab henañ ur familh 8 bugel. Diskouez a rae kaout ur spered lemm pa oa bugel. Dedennet-bras e oa gant an teknikoù evit lakaat gwikefreoù da vezañ aotomatek. En atalier kentañ ma labouras ennañ evel karrer ha kinkler ec'h ijinas un toull-trap emgefreek evit al logod. E 1866 e lakaas e vreved kentañ war un ijinadenn evit gwellaat mont en-dro an houarnoù-rodeller. Meur a vreved all a lakaas war dachenn an tredan pe ar c'hefluskerioù a bep seurt.

Hiram Maxim oc'h amprouiñ e vindrailherez.

Mindrailherez

Adalek 1881 e veajas en Europa evit gwerzhañ e ijinadennoù[1]. E Vienna e kejas e 1882 gant un Amerikan all, hag a lavaras dezhañ e c'halle gounit kalz arc'hant « oc'h ijinañ un dra bennak a lakafe an Europeaned d'en em lazhañ aesoc'h kenetreze »[2]. Distreiñ a reas Maxim da Londrez, e-lec'h ma labouras war e vindrailherez kentañ, a voe anvet Prototype gantañ. Tapout a reas ur vedalenn aour en International Inventions Exhibition e 1885. E 1888 e savas un emglev gant an Nordenfelt Guns and Ammunition Company, a zeuas da vezañ ar Maxim Nordenfelt Guns and Ammunition Company. Mindrailherezioù Maxim a voe savet ennañ betek 1897. Er bloavezh-se e savas Maxim un emglev gant Albert Vickers ha dont a reas an embregerezh da vezañ anvet Vickers, Sons & Maxim Limited. Adalek 1911 e pellaas Hiram Maxim diouzh an embregerezh, a broduas diwar-neuze mindrailherezioù dindan an anv Vickers nemetken.

Mekanik-nij Maxim (1894).

Mekanik-nij

Adalek 1889 e krogas Maxim da labourat war ur pimpatrom mekanik-nij, a-drugarez d'an arc'hant en doa rastellet o werzhañ armoù. War-dro 3,6 tonenn, 12 metr hirder ha 34 metr ledander gant e zivaskell e rae ar mekanik. E zaou geflusker vapeur a lakae biñsoù-tro 5,2 metr hirder da dreiñ. Da vare an amprouennoù e 1884 e nijas ar mekanik war-hed 241 metr, da 1 metr 40 diouzh al leur d'ar muiañ. Goude an amprouennoù e tilezas Maxim e labourioù war ar mekanikoù-nij. Embann a reas e oa ret kavout un energiezh galloudusoc'h evit ar vapeur evit lakaat karbedoù da nijal[3].

Broadelezh saoz ha titl noblañs

E 1900 e tapas Maxim ar vroadelezh saoz. E 1901 e voe lakaet da varc'heg gant ar rouanez Victoria a-drugarez da efedusted e vindrailherezioù etre daouarn ar soudarded vreizhveurat da vare ar brezel e Soudan (1881-1899).

  1. (fr) CADIOU Yves, Les Colt Volume 4, Éditions du Portail, 1999, pp. 58-59
  2. (en) « In 1882 I was in Vienna, where I met an American whom I had known in the States. He said: 'Hang your chemistry and electricity! If you want to make a pile of money, invent something that will enable these Europeans to cut each others' throats with greater facility. » Meneget e BROWNE Malcolm W., 100 years of Maxim's killing machine, in The New York Times, 26/11/1985 (lennet d'an 22/07/2024)
  3. (en) Hiram Maxim's amazing flying machine, war Crayford History, 22/05/2018 (lennet d'an 22/07/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan