Mont d’an endalc’had

Levr Furnez Sirac'h

Eus Wikipedia
Codex Sinaticus, rakskrid Levr Furnez Sirac'h; dornskrid eus ar IVre kantved KJK

Unan eus levrioù eilkanonel ar Bibl eo Levr Furnez Sirac'h (Si). Ne gaver anezhañ nemet er Bibl katolik hag e Bibl ar Seikont

Darn eus an dornskridoù gresianek eus testenn Furnez Sirac'ha ginnig un titl resisoc'h : "Furnez Yesous, mab Sirac'h". Anvet e vez ivez "Eklesiastikos" hag en embannadurioù a-vremañ e vez anvet "Sirasid". Lenn a reer er raklavar e vefe bet troet skrid Yesous gant e vab-bihan war-dro 140 KJK (e 132 moarvat) evit Yuzevien Bro-Egipt ha pergen ar re oa o chom en Aleksandria. 50 vloaz a-raok e oa bet tolpet gant. Yesous Ben Sirac'h, mestr a furnez e Jeruzalem, lodenn wellañ e gelennadurezh en ul levr en hebraeg[1].

War-dro div drederenn eus an destenn hebraek bet kollet abaoe kantvedoù a zo bet adkavet e 1896 e 6 dornskrid diglok eus ar Grennamzer eus ur sinagogenn eus kêr Kaero. Tammoù a zo bet adkavet e kevioù Qumrân. E 1964 e voe kavet e Masada un eilenn eus un darn (39, 27 – 44, 17) en un doare-skrivañ eus ar c'hentañ kantved KJK[2].

Abred e voe adskrivet lodennoù zo hag ouzhpennet traoù a gaver en un eil "embannadur". Degemeret e vez an daou stumm gant an iliz katolik.

Ganet e voe an aozer e kreiz an IIIe kantved kt JK. Anavezet en doa ar Beleg meur Shimon ar Reizh a varvas goude 200 KJK. Ur skrib oa. Doujañs en doa e-keñver al Lezenn hag an Templ kement hag e keñver ar furnez. Trubuilhet e oa gant kudenn an doare ma restaol Doue da bep hini hervez e oberoù. Un toullad traoù ouzhpennet evit degas sklêrijenn a seblant awenet gant teologiezh ar Farizianed hag an Esenianed.

N'eo ket frammet-kaer al levr : krennlavarioù pe heuliadoù krennlavarioù hep liamm anat etrezo met ivez displegadennoù hiroc'h amañ hag ahont[3].

Setu ar pezh a lenner e kinnig troidigezh An Tour-Tan : " Hag an oberenn ? Ul lezennaoueg a vuhezegezh vat a a c'heller ober anezhi, un dastumad kuzulioù, evezhiadennoù, sturiennoù, reolennoù diwar-benn pep tra, evit pep den hag e pep degouezh. Ne hañval ket danvez al levr bezañ bet urzhiet-tre gant an oberour ; der vras, goude pennadoù hir-pe-hiroc'h a gelennadurezh evit en em ren gant furnez, ent-personel hag er gevredigezh, e kaver gwech-hag-amzer, evel un diskan, ur veuleudi : meuleudi d'ar furnez, meuleudi d'al Lezenn, meuleudi d'an Doue krouer, ha war an diwezh, meuleudi d'an hendadoù o deus kendalc'het gant oberenn an Aotroù a-drugarez d'ar Furnez, aotrenet dezho gant E largentez. "[4]

  1. (br) Troidigezh An Tour-tan, Levrenn 5, p 159
  2. (fr) La Bible de Jerusalem, cerf, embannadur 1998, p 1167
  3. (fr) La Bible de Jerusalem, Cerf, embannadur 1998, p 1168
  4. (br) Troidigezh An Tour-tan, Levrenn, p 159