Mont d’an endalc’had

Lemojez

Eus Wikipedia

Lemojez
An ti-gar.
An ti-gar.
Ardamezioù
Anv okitaneg Limòtges
Anv gallek (ofisiel) Limoges
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Akitania-Nevez
Departamant Haute-Vienne (prefeti)
Arondisamant Lemojez
Kanton pennlec'h eus c'hwezeg kanton
Kod kumun 87085
Kod post 87000, 87100, 87580
Maer
Amzer gefridi
Alain Rodet
2008-2014
Etrekumuniezh Communauté d'agglomération Limoges Métropole (sez)
Lec'hienn web www.ville-limoges.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 129 754 ann. (2022)[1]
Stankter 1 663 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
45°51′0″N 1°15′0″E
Uhelderioù bihanañ 209 m — brasañ 431 m
Gorread 78,03 km²


Lemojez (Lemòtges en okitaneg klasel, Limòtges e rannyezh al lec'h, Limoges e galleg) zo ur gêr e-kreiz Bro-C'hall, pennlec'h departamant an Haute-Vienne ha kêr-benn Bro-Lemojez. Bez' e oa betek 2015 kêr-benn ar rannvro Limousin. Emañ bremañ er rannvro Akitania-Nevez.

War ar stêr Vienne emañ Lemojez

Stummoù skrivet
  • Augustoritum (It. Ant.)
  • Ausritum (Table de Peutinger)
  • Civitas Lemovicum (Not. Gall., XII, 3)
  • Urbs Lemovicumn ha Lemovicina, Lemovica, Lemovicae, Lemovicas (Grégoire de Tours)
  • Lemmovix Agustoredo (Prou 1934 e 629 / 639)[2]
  1. Augustoritum : latin *Augusta- = impalaer (amañ evit Aogust, impalaer roman kentañ) ; keltieg *rit- = roud. Da lavarout ː ar gêr dindan anv an impalaer, e-kichen ar roud.
  2. Lemovices civitas = kêr(-benn) al Lemovices.
En gul e hantergorf Sant Marsial gwisket ha kelc'hiet en aour, hebiaet ouzh dehoù gant un S en aour hag ouzh kleiz gant un M ivez en aour ; e gab en glazur karget gant teir flourdilizenn en aour.

War a seblant, ne oa ket anezhi kent ar Romaned. Savet e vije bet gant ar Romaned da vare a Impalaer Oktav Aogust (-27 / 14).

Eskopti Lemojez zo meneget evit ar wech kentañ e 475, da vare Sidonius Apollinaris. Er bloaz-se, abalamour d'an "emglev mezhus" etre Julius Nepos hag [[Alarig Iañ], Lemojez zo bet staget ouzh rouantelezh Wizigoted Gallia Aquitania, Alarig o vezañ ar roue.

An eskob kentañ meneget e oa Ruricius, war dro 485[3]

Adalek an Xvet kantved e voe Lemojez rannet etre div gêr vogeriet, an eil enep eben ː ar Gêr, azezet war Krec'h Sant-Stefan, ha Kastell Sant-Marsial, en-dro d'an abati Sanctus Martialis, diazezet er bloaz 848, hag annezlec'h ar c'hont[2].

Ar pont roman kentañ a voe diskaret e 1182 hag adsavet war an diazezoù roman.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Abati Sant Marsial a zo bet diskaret ha dismantret e-kerzh an Dispac'h gall. Un dresadenn a-blad diouti e 1784 a chom[2].

Skeudennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll ar maered
Mare Anv Strollad Karg
1990 → bremañ Alain Rodet PS Kannad (abaoe 1981)
1956 1990 Louis Longequeue PS Senedour (1977-1990)
Kannad (1958-1977)
Prezidant ar C'huzul rannvroel Limousin (1981-1986)
1947 1956 Léon Betoulle SFIO
1945 1947 Georges Guingouin PCF
1944 1945 Henri Chadourne PCF
1941 1944 André Faure Dehou diseurt
1912 1941 Léon Betoulle SFIO Kannad (1906-1924)
Senadour (1924-1940)
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.
  • Sant Marsial, eskob kentañ Lemojez, war dro fin ar I kantved. Gouel ː 1{{añ]] Gouere[4].
Tud bet ganet eno
Tud bet ganet ha marvet eno

Kêrioù gevellet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Kêr Abaoe
Belarus Hrodna 1982
Banniel Tchekia Tchekia Plzeň 1987
Alamagn Alamagn Fürth 1992
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet Charlotte 1992
Banniel Japan Japan Seto 2003

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Françoise Prévot ː Topographique chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. VI. Province ecclésiastique de Bourges (Aquitania Prima). De Boccard. 1989.
  • Claude-Youenn Roussel ː La mainmise des Bretons sur le Limousin-Périgord 1274-1522. Guénégaud. 2002

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. 2,0 2,1 ha2,2 Françoise Prevot. p. 71-72.
  3. Faustus a Riez (Ep. 5).
  4. M.N. Bouillet ː Dictionnaire Universel d'Histoire et de Géographie. Hachette & Cie. 1863
  5. Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993