Krimea
Krimea (e tatareg Krimea Qırım, e ruseg Крым, en ukraineg Крим, e turkeg Kırım) zo ul ledenez war ribl ar mor Du, er su da Ukraina hag er gôrnog da Rusia. Simferopol eo he c'hêr-benn. Tabut zo war he c'hont etre Republik Ukraina ha Kevread Rusia. Ur Republik emren eus an eil eo, hag ur sujed kevreadel eus eben eo deuet da vezañ e 2014, goude ur referendom ha n'eo ket bet degemeret e zisoc'h gant al lodenn vrasañ eus ar gumuniezh etrebroadel.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra e anv eus tatareg Krimea Qırım, hag a dalv « ma zorgenn » (qır « torgenn », ım « ma »).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn].
En istor eo bet Krimea ul lodenn eus an impalaeriezh otoman, an impalaeriezh rusian hag URSS. E republik Ukraina emañ abaoe 1991, hag ar republik emren nemeti eo er vro. Staget eo bet ouzh Kevread Rusia e 2014 met n'eo ket degemeret kement-se gant al lodenn vrasañ eus stadoù ar bed.
Kronologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En Henamzer e oa Tauris, ha betek an XIIIvet kantved e oa ul lod eus ar bed hellenek, deuet da vour roman ha bizantat goude.
- Priñselezh Teodoros.
- Da heul brezel 1768-1774 a-enep an Impalaeriezh Otoman eo tapet Krimea gant Impalaeriezh Rusia
- 1853-1856: brezel Krimea etre Rusia en un tu hag an Impalaeriezh otoman, Breizh-Veur ha Bro-C'hall en tu all. 750.000 a dud lazhet.
- E 1922 : staget ous an URSS.
- E 1954 eo staget Krimea ouzh Ukraina evit lidañ tri c'hant vloaz unaniezh Ukraina ha Rusia.
- E 1991 e teu Ukraina da vezañ dizalc'h, hag e chom Krimea enni. Gwarantet eo an harzoù gant ar Stadoù-Unanet, Breizh-Veur ha Rusia.
- E 1992 eo savet Republik emren Krimea, en Ukraina dizalc'h, met gant Sevastopol ez eus ur statud ispisial.
- D’an 11 a viz Meurzh 2014 e tisklêr Parlamant Krimea eo dizalc'h Republik Krimea.
- D’ar 16 a viz Meurzh 2014, referendom evit gouzout hag-eñ e vo staget ouzh Kevread Rusia. Respont a ra “ya” an darn vrasañ eus ar voterien, met n'eo ket degemeret an disoc'h gant ar gumuniezh etrebroadel war-bouez Rusia.
- D’ar 18 a viz Meurzh, sinet eo gant Vladimir Poutin an dekred a stag Krimea ouzh Kevread Rusia. N'eo ket degemeret an dra-se gant ar gumuniezh etrebroadel.
Demografiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An div niveradeg ziwezhañ gant Ukraina a oa bet kaset e 1989 ha 2001[1]. Hervez disoc'hoù niveradeg 2001 e oa 2.033.736 annezad er republik emren ha 379.492 annezad en Akyar (Sevastopol). Hervez niveradeg Rusia 2016 e oa 2 322 369 a annezidi.
Kenelioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kenel | Niver a dud (e miliadoù) | Dregantad hollek (2001) | Dregantad hollek (1989) |
---|---|---|---|
Rusianed | 1180.4 | 58.5 | 65.6 |
Ukrainiz | 492.2 | 24.4 | 26.7 |
Tatared Krimea | 243.4 | 12.1 | 1.9 |
Belarusiz | 29.2 | 1.5 | 2.1 |
Tatared | 11.0 | 0.5 | 0.5 |
Armeniz | 8.7 | 0.4 | 0.1 |
Yezh-vamm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yezh-vamm dre genel :
- Rusianed : ruseg (99.7 %), ukraineg (0.2 %)
- Ukrainiz : ruseg (59.5 %), ukraineg (40.4 %)
- Tatared Krimea : tatareg Krimea (93.0 %), ruseg (5.9 %), ukraineg (0.5 %)
- Belarusiz : ruseg (81.8 %), belaruseg (17.1 %), ukraineg (0.9 %)
- Tatared : tatareg (67.8 %), ruseg (25 %), ukraineg (0.1 %)
Kêrioù ha rannoù melestradurel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sebastopol ha Yalta eo he c'hêrioù brudetañ, ha Simferopol ar gêr-benn.
|
|
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (tr) Disoc'hoù niveradeg 2001
- ↑ N'emañ ket Aqyar e republik emren Krimea