Kastell Versailhez
Rann eus | Palace and Park of Versailles |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1661 |
Implij | palez, mirdi arz, filming location |
Anv er yezh a orin | Château de Versailles |
Diazezer | Loeiz XIII |
Stad | Frañs |
E tiriad | Versailhez |
Lec'hiadur | Palace and Park of Versailles |
Daveennoù douaroniel | 48°48′17″N 2°7′13″E |
Perc'hennet gant | Kurunenn Bro-C'hall |
Perc'henn war | Allegory on the 18th Brumaire, or: France saved |
Urzhier | Loeiz XIV |
Prizioù resevet | musée de France |
Giz savouriezh | French Baroque architecture |
Occupant | Museum of the History of France |
Aveadur | changing table |
Statud gladel | monumant istorel rummet, Glad bedel |
Niverenn bellgomz | +33 1 30 83 78 00, +33-1-30-83-78-00 |
Lec'hienn ofisiel | https://en.chateauversailles.fr/, https://www.chateauversailles.fr |
Deskrivet en URL | https://bibliotheque-numerique.inha.fr/collection/item/11847-nouvelle-description-des-chasteaux-et-parcs-de-versailles-et-de-marly- |
Deskrivet dre | Nouvelle description des chasteaux et parcs de Versailles et de Marly |
World Heritage criteria | (i), (ii), (vi) |
Activity policy in this place | no selfie sticks |
Katalog enlinenn | http://collections.chateauversailles.fr/ |
Category for the exterior of the item | Category:Exterior of the Palace of Versailles |
Category for the interior of the item | Category:Interior of the Palace of Versailles |
Kastell Versailhez zo ur ur c'hastell bras, pe gentoc'h ur palez, e Versailhez, un nebeud levioù er c'hornôg da gêr Pariz.
Loeiz XIII eo ar roue gall kentañ a zeuas dezhañ ar soñj da sevel ur palez roueel eno, el lec’h ma’z ae da chaseal. E 1627 e c’houlennas ouzh an tisavour Jacques Lemercier sevel ur raktres. Dindan Loeiz XIV avat an hini e voe kaset al labour da benn.
Abaoe ar XVIvet kantved e veze roueed Bro-C’hall o chom e palez al Louvre, e-kreiz Pariz. Fellout a rae da Loeiz XIV sevel ur palez nevez, unan bras da ziskouez pegen bras e oa e c’halloud, hag e diavaez Pariz, da bellaat diouzh reuz ha trubuilh kreiz kêr, rak aon en doa rak an emsavadegoù pobl abaoe mare ar Fronde p’en doa ranket tec’hout diouzh Pariz en e yaouankiz. Etre 1660 ha 1688 e voe savet ar palez. Mont a reas Loeiz XIV d’ober e annez ennañ e 1682. Adalek ar bloaziad-se ha betek Dispac'h gall 1789 e voe kastell Versailhez kreizenn galloud ar roueed c’hall. Dre se ez eo un arouez eus hollveliegezh ar roue.
Ar savadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e voe ar c’hastell war diazezoù un ti-chase bet implijet gant Loeiz XIII. Meur a disavour a renas al labourioù : Louis Le Vau da gentañ, ha Jules Hardouin-Mansart adalek 1678. En-dro d’ar c’hastell e voe treset ul liorzh kaer gant André Le Nôtre, anezhi pimpatron al liorzhoù klasel « e giz Bro-C’hall ».
Pazenn gentañ (1661-1668): brasaet e voe an ti-chase war-bouez div gazel a voe ouzhpennet dezhañ en doare da stummañ ur porzh. Gant brikennoù e oa savet ar mogerioù ha gant mein-glas e oa goloet an toennoù.
Eil pazenn (1668-1678): fellout a rae da Loeiz XIV kas e lez en he fezh da Versailhez. Kempennet e voe al liorzh, kleuzet ur ganol vras enni. Brasaet e voe ar c’hastell gant ur savadur mein war tri live, e tu al liorzh, ha savet kambroù bras e-leizh ennañ da reiñ bod da holl dud familh ar roue.
Trede pazenn (1678-1688): goude sinadur feur-emglev Nijmegen a lakae fin d’ar brezel etre Bro-C’hall hag an Izelvroioù, e voe labourioù adarre, dindan renerezh Jules Hardouin-Mansart, a roas d’ar palez e neuz a vremañ. Gantañ e voe savet ar chapel roueel. D'ar mare-se ivez e voe labourioù bras el liorzhoù. E 1684 e voe savet mekanik Marly gant Rennequin Sualem, un ijinour eus priñselezh Liège, evit pourchas dour tennet eus ar stêr Saena d’an holl feunteunioù a oa enno.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dindan ren Loeiz XIV eta e oa al lez a-bezh hag holl familh ar roue o chom e kastell Versailhez. Ganet e voe Loeiz XV ennañ d’ar 15 a viz C’hwevrer 1710. Met pa oa war an tron, ne gare ket Loeiz XV bezañ o chom e kastell Versailhez kement hag e dad. Da vare Loeiz XVI e voe implijet ar c’hastell nebeutoc’h c’hoazh. Ne blije ket kalz d’an dud a lez na da familh ar roue a gave gwelloc’h kestell bihanoc’h. Anat e teuas da vezañ e oa labourioù da ober evit kempenn ar c’hastell ha degas ennañ an aezamantoù (salioù-dour, tommerezh) a oa ezhomm e dibenn an XVIIIvet kantved. Met daleet e voe al labourioù-se rak re ger e oant.
Da vare an Dispac'h galle voe kollet kalz eus an traoù a oa er c’hastell, goude diskar ar rouantelezh. Taolennoù hag oberennoù arz a voe kaset da balez al Louvre e 1791 hag eno int bet gwarezet. Etre 1793 ha 1796 avat e voe gwerzhet kalz pezhioù arrebeuri. Ur poent zo bet, zoken, ma voe soñjet razañ penn-da-benn ar palez, deuet da vezañ goullo.
Adkempennet e voe ar savadurioù da vare Loeiz XVIII, met ne gredas ket hemañ ober e annez eno, rak ne felle ket dezhañ stagañ e anv ouzh eñvor Loeiz XIV. Gant Loeiz-Fulup Iañ e voe treuzfurmet ar c’hastell en ur mirdi gouestlet da istor Bro-C'hall. Digoret e voe ar mirdi ent-ofisiel d’an 10 a viz Mezheven 1837.
Gant Napoleon III e voe implijet ar c’hastell evit degemer pennoù stadoù, evel ar rouanez Victoria.
Goude ar Brezel etre Bro-C'hall ha Prusia e voe embannet an Impalaeriezh alaman e kastell Versailhez, d’an 18 a viz Genver 1871, pa voe unanet gant ar c'hañseller Otto von Bismarck ar stadoù disheñvel a oa en Alamagn diagent. Miz war-lerc’h, d’ar 26 a viz C’hwevrer e voe sinet ar peoc’h etre Bismarck, en anv an impalaer Gwilherm I{añ}} hag Adolphe Thiers, en anv ar Republik c’hall.
Goude-se, er bloavezh 1871 ivez, e voe roet bod d’ar gouarnamant gall e Versailhez, abalamour da emsavadeg Kumun Pariz. Staliet e voe ar Vodadeg Vroadel er c’hastell. En em vodañ a rae ar gannaded en opera, er gazel norzh. Ar brizonidi graet e-touez paotred ar Gumun a voe bodet en Orañjezeg al liorzhoù.
E dibenn ar Brezel-bed Kentañ e fellas d’ar gouarnamant gall sinañ ar peoc’h e kastell Versailhez, da lakaat disoñjal an dismegañs a oa bet taolet war Bro-C'hall e 1871. D’an 28 a viz Mezheven 1919 e voe sinet Feur-emglev Versailhez gant Lloyd George, Georges Clemenceau, Woodrow Wilson ha gant dileuridi Alamagn. Evel-se e voe adtapet Elzas-Loren gant Bro-C’hall tre-ha-tre el lec’h ma oa bet kollet ganti e 1871.
Er bloavezhioù 1920 e voe degaset arc’hant gant ur mondian stadunanat, John Davison Rockefeller, evit adkempenn ar c’hastell. Sammadoù bras a zegasas ha kregiñ a reas ar gouarnamant gall neuze da reiñ arc’hant bep bloaz ivez evit labourioù da adkempenn ar c’hastell.
Lakaet e voe ur vombezenn da darzhañ e kastell Versailhez d’an noz etre ar 25 hag ar 26 a viz Mezheven 1978[1]. Gant tud eus Talbenn Dieubidigezh Breizh e oa bet lakaet eno ha war-dro tri milion a lurioù a zistruj a oa bet graet ganti.
Ar c'hastell bremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Talvezout a ra Kastell Versailhez a-wechoù da zegemer pennoù stadoù estren degemeret gant ar Republik c’hall (John Kennedy e 1961, Elesbed II e 1957 ha 1972, Mikhail Gorbatchev e 1985 pe Boris Yeltsin e 1992 da skouer). Talvezout a ra ivez da vodañ ar gannaded hag ar senedourien c’hall, pa vezont bodet a-gevret e Kendalc'h ar Parlamant Gall. Da vare an Trede hag ar Pevare Republik e veze dilennet prezidant ar Republik gant ar C’hendalc’h-se. Abaoe m’eo bet diazezet ar Pempvet Republik e vez bodet evit degas kemmoù d’ar vonreizh.
Ur savadur eus ar XVIIvet hag an XVIIIvet kantved eo kastell Versailhez. Lakaet e oa bet war roll ar monumantoù istorel e 1862, evit ar wech kentañ, hag adarre e 1906 ; astennet e oa bet gorread ar gwarez e 1964. Abaoe 1979 emañ an domani war roll ar glad bed, savet gant UNESCO[2]. Ouzhpenn ar c’hastell e-unan eo gwarezet al liorzhoù, gant ar c’hanolioù hag ar poulloù-dour, hag ar savadurioù all zo en domani : ar Grand Trianon, ar Petit Trianon, an Hameau de la Reine
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Keleier Antenne 2, 30 a viz Mezheven 1978, INA
- ↑ Convention du patrimoine mondial, UNESCO