Mont d’an endalc’had

Fastrada

Eus Wikipedia
Kêr Mainz, gwelet eus ar gevret (1631). En tu kleiz e weler abati Sant Alban ma voe beziet Fastrada ouzhpenn 800 vloaz a-raok. (Treset gant Wenzel Hollar)
Karl Veur o ouelañ war varv e wreg Fastrada, livadur gant Adolf Ehrhardt.

Fastrada Frankonia (765 - 10 a viz Eost 794), a oa merc'h da Raoul III Frankonia ha da Aeda Bavaria, a voe rouanez ar Franked pa euredas da g-Karl Veur e 784.

Div verc'h he doe :

Brudet eo abalamour m'he dije stourmet garv a-enep ar Saozon, ha klasket lazhañ Pepin an Tort, mab Himiltrude.

Dek vloaz e vevas c'hoazh goude hec'h eured. Mervel a eure e-pad Kuzul-eskibien Franfurt e 794. Beziet e voe en abati Sant-Alban e-kichenik Mainz ha ne oa ket echu he sevel c'hoazh. Abalamour d'an arc'heskob Richulfs eo ne voe ket kaset da veziañ da Abati Sant Denez, e-tal Pariz, ma veze beziet ar rouaned Frank, na da Abati Sant Arnulf, e-tal Metz.

Pa voe distrujet an abati e 1552 e voe kaset he maen-bez da iliz-veur Mainz e-lec'h m'e weler hiriv.