Mont d’an endalc’had

Ar Skridoù (Bibl)

Eus Wikipedia

En Tanac'h – ar Bibl hebraek, a zo Bibl Yuzevien Palestina – e kaver dindan anv Ar Skridoù un toullad levrioù a vez renket e meur a rummad er Bibl katolik.

Roll ar Skridoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an Dictionnaire culturel de la Bible[1],[2]

Er Bibl katolik e kaver Levr Job, Ar Salmoù, ar C'hrennlavarioù, Levr Ar Prezeger, Kanenn ar C'hanennoù e-touez ar Levrioù a varzhoniezh hag a furnez gant daou levr eilkanonel, Levr Ar Furnez ha Levr Furnez Sirac'h.

Levr Rout, An Danevelloù 1 ha 2, Levr Ezra ha hini Nehemia a gaver gant al Levrioù istorek. Levr Ester (gant al lodenn eilkanonel) ivez.

Levr Daniel (gant al lodenn eilkanonel) a gaver e-touez al Levrioù profedek.

Disheñvel eo doare renkañ Bibl ar Seikont diouzh hini an Tanac'h peogwir e kaver ennañ levrioù deuet betek ennomp e gresianeg.

  1. (fr) Dictionnaire culturel de la Bible, Cerf/Nathan, 1990, p 13 (ISBN 978-2-204-04028-0)
  2. Ar Bibl, troidigezh An Tour-Tan, 1982, levrenn 5, p. 249.