Mont d’an endalc’had

Anna Akhmatova

Eus Wikipedia
Anna Akhmatova
Анна Ахматова
Anna Akhmatova
Poltred Anna Akhmatova
gant Kouzma Petrov-Vodkin, 1922
Anv ofisiel Анна Андреевна Горенко
Anna Andreevna Gorenko
Obererezh Barzhez, troerez, skrivagnerez buhezskrid
Ganedigezh 23 a viz Mezheven 1889
Odesa, Banniel an Impalaeriezh rusian Impalaeriezh rusian
Marv 5 a viz Meurzh 1966
Moskov, URSS
Yezh skrivañ Rusianeg
Luskad lennegel Akmeouriezh


Anna Akhmatova (pe Анна Ахматова e ruseg, Anna Ac'hmatova e brezhoneg), ganet d'an 23 a viz Mezheven 1889 ha marvet d'ar 5 a viz Meurzh 1966, a oa anv-pluenn ar varzhez rusek Anna Andreïevna Gorenko (Анна Андреевна Горенко e ruseg), unan eus gwellañ barzhed an XXvet kantved, hag eus al lennegezh rusek. En e oberenn e teu kaoz alies eus an amzer o tremen, eus an eñvor, hag eus pegen diaes skrivañ dindan gwask ar stalinouriezh.

Lesanvet e oa bet Rouanez an Neva, hag ivez Ene Oadvezh an Arc'hant.

Anna Akhmatova treset gant Modigliani, 1911


He yaouankiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anna Akhmatova e 1914

Ganet e oa e Bolchoï Fontan, e-tal-kichen Odessa, ha hi trede a c'hwec'h bugel. Ijinour a vor e oa he zad. Adalek 1890 ez eas an tiegezh da chom da Tsarskoïe Selo, ma chomas Anna betek he 16 vloaz. Tud a beadra e oa he zud, hag abred e teskas galleg e Tsarskoïe Selo. Da 11 vloaz e krogas da skrivañ galleg met Evgueni Baratynski hag Pouchkine e oa e varzhed muiañ-karet. Gant aon ralk fallvrud war e anv e choulennas he zad diganti kemm hec'h anv en hec'h embannadurioù: kmer a reas Akhmatova da anv-pluenn dre ma oa anv he mamm-gozh tatar. Pa zispartias he zud e 1905 ez eas da chom gant he breudeur ha c'hoarezed, ha goude kregién da studiañ ar gwir en ur skol merc'hed e Kiev.

E-kerzh he studioù e reas anaoudegezh gant ar barzh Nikolai Goumilev, a reas al lez dezhi hag a zimezas dezhi e 1910. Miz mel a voe gante, beaj da Bariz. Ha dilezet ar wreg yaouank gant he gwaz a skampas da Afrika. Hi a veajas e-pad daou vloaz etre Italia ha Pariz. En Italia evoe merket don gant an tisavouriezh. E Pariz e tegouezhas gant Amedeo Modigliani, a voe brudet e boltredoù treset anezhi.
Eus hec'h eured gant Goumilev, he devo ur mab, Lev Goumilev a vo un istorour a bouez hag a grouas luskad an « eurazouriezh ».


Hec'h oberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Nikolaï Goumilev, Lev Goumilev hag Anna Akhmatova e 1916
Bez Anna Akhmatova .

Hec'h oberenn zo anezhi barzhonegoù lourennek berr kenkoulz ha meurganoù diwar-benn marvezh ar spont stalinian evel Requiem.

  • Al levr " Requiem " e oa bet troet e brezhoneg gant Koulizh Kedez e 1997.

An « Oadvezh Arc'hant »

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Akhmatova, Ossip Mandelstam ha Goumilev, an deraouer al luskad, e voe krouet an akmeouriezh,

1989

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]