Kerzu
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Genver · | C'hwevrer · | Meurzh · | Ebrel · | Mae · | Mezheven · | Gouere · | Eost · | Gwengolo · | Here · | Du · | Kerzu |
Daouzekvet ha diwezhañ miz ar bloaz eo Kerzu en Deiziadur gregorian, hag an eil eus ar mizioù du. Un deiz ha tregont zo ennañ, unan eus ar mizioù hirañ eo eta.
An anv
Dont a rafe an anv eus "ker" ha "du".
E yezh Treger e vez lavaret Kerdu. A zo ivez un anv lec'h (kastell) hag ur wazh e korn-bro Lokmikael-an-Traezh.
E-pad ar miz
- An 8 a viz Kerzu a zo un deiz ma vez enoret ar Werc'hez Vari gant an Iliz Katolik
- An 21 a viz Kerzu eo deiz kentañ ar goañv (en Hanterzouar an Norzh). An deiz berrañ eus ar bloaz eo. A-raok an deiz-se e verra an deiz, war e lerc'h e hira goustad.
- D'ar 25 a viz Kerzu emañ Nedeleg, lidet gant ar gristenien evel deiz ganedigezh Jezuz-Krist.
- An 31 a viz Kerzu eo deiz diwezhañ ar bloaz, ha kustum eo an dud da lidañ dibenn ar bloaz kozh ha penn-kentañ an hini nevez.
Krennlavaroù
- An hini n'en deus ket a gig da Nedeleg A lazh ar c'hog pe e wreg.
- Da noz Nedeleg Ne gousk den 'Met an touseg Ha mab an den.
- Dre fozh kanañ Nouel ec'h erru an Nedeleg.
- Kala-goañv, kala miz Nedeleg a-benn daou viz.
- Erc'h kent Nedeleg Teil d'ar segaleg.
- Miz Kerzu, miz ar gouelioù Eo miz ar gwadigennoù.
- Nedeleg sec'h, Pask kailharek 'Laka an arc'h da vezañ barrek Hag an ozhac'h da vezañ bouzellek.
- Pa vez loar wenn d'an Nedeleg E vez lin mat e pep havreg.
- Ur gelienenn d'an Nedeleg A zo koulz hag ur c'hefeleg.