Mont d’an endalc’had

Goteg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: uk:Готська мова; Kemm dister
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: ar:لغة قوطية
Linenn 46: Linenn 46:
[[an:Idioma gotico]]
[[an:Idioma gotico]]
[[ang:Gotisc sprǣc]]
[[ang:Gotisc sprǣc]]
[[ar:لغة قوطية]]
[[arz:قوطى]]
[[arz:قوطى]]
[[ast:Góticu]]
[[ast:Góticu]]

Stumm eus an 15 Ebr 2010 da 13:11

Goteg
(*Gutiska razda)
Henyezh
Perzhioù
Komzet e : yezh varv
Rannved : Europa
Komzet gant : yezh varv
Renkadur : yezh varv
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2 got
ISO 639-3
Kod SIL GOT
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh varv eo ar goteg (*gutiska razda), ur yezh c’hermanek a veze komzet gant ar C’hoted. Bleuniañ a reas er VIvet kantved, goude diskar an Impalaeriezh roman, pa veze ar Wizigoted o ren war Iberia, Septimania (kreisteiz Galia) hag Italia. Aet eo da get, met dedennus-bras eo e studi evit ar yezhourien. Kar a-bell eo d’ar yezhoù germanek zo bremañ, evel ar saozneg pe an alamaneg.

N’eus nemet un dek bennak a skridoù e goteg, met testenioù a bouez int rak bez int ar skridoù koshañ zo en ur yezh c’hermanek bennak. An hini brudetañ eus ar skridoù-se eo al Levr Arc’hant (Codex Argenteus) , zo ennañ un tamm bras eus ar pevar aviel.

Peogwir e voe gounezet ar C’hoted d’ar feiz kristen gant Wulfila, ur misioner deuet eus Kergustentin, e voe skrivet ar goteg gant ul lizherenneg deveret diouzh ar gresianeg, gant arouezioù germanek (runoù) ouzhpenn. A-raok d’ar C’hoted treiñ da gristenien, e raent gant runoù. Al lizherenneg c’hotek-se n’he deus netra da welet gant ar font Fraktur, anvet a-wechoù goteg, a veze implijet evit skrivañ an alamaneg etre ar XVIvet hag an XXvet kantved.

Anavezet eo ar goteg dre ar pezh a chom eus un droidigezh eus ar Bibl, er IVe kantved. Ar yezh nemeti eo a anavezomp e-touez yezhoù germanek ar reter. Ar re all, evel ar burgondeg pe ar vandaleg n’anavezomp diouto nemet un nebeud anvioù divoutin.

Ur yezh c’hermanek eo ar goteg, da lavaret eo unan eus ar yezhoù indezeuropek. Bezañ ez eo ar yezh c’hermanek koshañ testeniekaet. Met n’eus diskennad ebet anezhañ. Eus ar IVe kantved eo ar skrid gotek koshañ. Kregiñ a reas ar yezh-se da vont war ziskar e-kreiz ar VIvet kantved, goude drouziwezh ar Wizigoted gant ar Franked, ha goude ma teujont da vezañ katoliked ha d’ober gant al latin. Derc’hel a reas ar Wizigoted d’ober ganti el ledenez iberek betek an VIIIvet kantved. Ha lenn a reer, dindan bluenn ur Frank, Walafrid Strabo, e veze kaozeet c’hoazh e genoù ar stêr Danav hag e Krimea, betek an an IXvet kantved. Ur yezh anvet goteg Krimea a voe kavet e Krimea gant ur c’hannad eus Flandrez, Ogier de Busbecq, er XVIIvet kantved. Merzout a reas ar c’hannad e oa heñvelderioù etre ar yezh-se hag an nederlandeg. Met n’eo ket sur e vije goteg Krimea un diskennad d’ar goteg kozh.

Gwelet ivez

Burgondeg
Goteg Krimea
Goted
Yezhoù germanek