Nedeleg
Nedeleg[1] zo ur gouel kristen, hini ganedigezh Jezuz, mab Doue hervez ar gristenion. "Gouel Ginivelezh Hor Salver" eo an anv dik el liderezh kristen.
E 1843 e skrivas Charles Dickens ar romant A Christmas Carol a reas da spered an Nedeleg
advevañ[2].
Hiziv an deiz e vez lidet gouel Nedeleg gant nann-kristenion ivez. Dizoueidi, yuzevion, muzulmidi, hogos an holl familhoù a laka ur wezennig sapr kinklet en o sal-vras da geñver dibenn ar bloaz.
D'ar 25 a viz Kerzu an hini eo e vez lidet Nedeleg peurvuiañ (Nozveilh ar Pellgent a c'hoarvez eta etre ar 24 hag ar 25), nemet evit darn eus an ilizoù reizhkredennek, a zalc'h d'ar 7 a viz Genver (e Rusia, Polonia, Tchekia, Serbia, Bulgaria, Jorjia), ha d’ar 6 a viz Genver emañ evit Iliz Armenia.
An deiziad a zo bet termenet gant an iliz katolik da glotañ gant Gouel Yann ar Badezour, d'ar 24 a viz Mezheven, c'hwec'h miz a-raok, lesanvet "an Diaraoger", dre m'en doa disklêriet "Me eo ar vouezh a gri en dezerzh : kempennit an hent d'an Aotrou".
Gouel ar familh eo evit kalz a dud, gouel ar vugale dreist-holl, a c'hortoz gant mall profoù ar " Mabig Jezuz " evit ar gristenion, pe "Tad-kozh Nedeleg" (pe an Tad Nedeleg) bet degaset gantañ "dre ar siminal", e-harz ar wezenn-sapr, dirak botoù pep hini, e-pad noz ar Pellgent.
Giz ar profoù da-geñver Nedeleg en deus lakaet ar gouel-se da vezañ ur mare a-bouez evit ar c'henwerzh, ha kavet e vez abeg en emdroadur-se a zo natur koulskoude en armerzh a hiziv, diazezet war ar beveziñ.
Profoù nedeleg
kemmañC'hoarielloù, c'hoarioù pe arc'hant a vez profet d'ar vugale ha d'ar grennarded, ha profoù all d'an dud gour a-wechoù ivez. Paket e vezont gant paper-prof ha lakaet e vezont e traoñ ar wezenn Nedeleg. Digoret e vezont da hanternoz pe d'ar beure war-lerc'h.
Nedeleg Laouen
kemmañHetet e vez un Nedeleg Laouen d'an dud e kalz yezhoù
|
|
Pennadoù kar
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Noueloù hengounel eus bro Nisa (saozneg) (galleg) (okitaneg)
- Bugale Diwan Gwengamp o kanañ da vare Nedeleg : http://www.letelegramme.fr/cotes-darmor/guingamp/diwan-80-enfants-au-spectacle-de-noel-22-12-2017-11790521.php?share_auth=046f9c1e631f446abeb984cf5e7aa176#DGBVDYf1BxiWT4xX.01
Notennoù
kemmañ- ↑ Gouel Nedeleg, e Buhez ar Sent (1912).
- ↑ Rowell, Geoffrey, Dickens and the Construction of Christmas, History Today, Volume: 43 Issue: 12, December 1993, pp. 17 – 24