Hungareg

Komzet e vez e: Hungaria, Roumania, Slovakia, Serbia, Aostria, Ukraina, Slovenia, Israel
Niver a yezherien: 14.5 milion
Renk: 52
Gwezenn
renkañ:

Ouraleg
 Finnek-Ougreg
  Ougreg
   Hungareg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel : Hungaria, Slovenia, Serbia, Aostria, Unaniezh Europa
Akademiezh: Magyar Tudományos Akadémia Nyelvtudományi Intézete
Kodoù ar Yezh
ISO 639-1: hu
ISO 639-2: hun
ISO/DIS 639-3(T): hun
SIL: HNG


Ur yezh finnek-ougrek eus skourr ar yezhoù ougrek eo an hungareg pe magyareg (hungarek: magyar) komzet gant tro-dro da 14.5 milion a dud, an darn vrasañ anezhe en Hungaria.

Kumuniezhioù hungaregerion bras pe vrasoc'h zo er broioù-mañ da heul dreist-holl :

Bro Niver a hungaregerion
Hungaria 9.546.374 (2001)
Roumania
(dreist-holl e Treuzsilvania)
1.443.970 (2002)
Slovakia 520.528 (2001)
Serbia
(dreist-holl e Voivodina)
293.299 (2002])
Ukraina
(dreist-holl e Zakarpattia)
149.400 (2001)
Israel 70.000
Aostria 22.000
Kroatia 16.500
Slovenia 9.240
Sifroù hervez Ethnologue

Kavet e vez tro-dro d'ur milion a hungaregerion all dre ar bed a-bezh e Arc'hantina, Aostralia, Belgia, Brazil, Kanada, ar Republik Tchek, Finland, Frañs, Alamagn, an Izelvroioù, Italia, Suis, er Rouantelezh Unanet, er Stadoù-Unanet, hag all.

Yezh ofisiel Hungaria eo an hungareg, hag ivez unan eus yezhoù ofisiel Voivodina (Serbia) ha yezh kenofisiel gant ar sloveneg e teir c'hêr e Slovenia (Hodos, Dobranak ha Lendva). Ouzhpenn-se, ez eo bet anavezet an hungareg evel ur yezh bihan-niver en Aostria, Kroatia ha Slovakia

Setu ar rannyezhoù pennañ, tost-tre an eil d'eben:

* Rannyezh Alföld
* Rannyezh kornôg an Danav
* Rannyezh Danav-Tisza
* Rannyezh Arroud ar Roue
* Rannyezh ar biz
* Rannyezh ar gwalarn
* Rannyezh Székely
* Rannyezh ar c'hornôg

Ur yezh a implij troadoù evit merkañ perzh ar gerioù en ur frazenn eo an hungareg evel an holl yezhoù finnek-ougrek.

Ul liamm zo ivez etre ar vorfologiezh hag ar fonologiezh anvet kensonelezh vogalennek.

Ar c'heriaoueg hungarek diazez a zo enni 1000-1200 ger a orin ouralek hag a dalvez da 80-90% eus an holl c’herioù implijet en un destenn dre vras. A-hend-all ez eo bet levezonet geriaoueg an hungareg gant meur a yezh all.

Setu dielfennadur ar c'heriaoueg hungareg hervez ar yezhoù orin:

Finnek-ougrek 21 %, Yezhoù slavek 20 %, Alamaneg 11 %, Turkeg 9.5 %, Latin Gresianeg 6 %, Yezhoù romanek 2.5 %, Yezhoù all 31%.

Skrivet e vez an hungareg gant al lizherenneg latin gant un nebeud lizherennoù ispisial ouzhpenn, d.s. ő (LFE /ø:/) ű (LFE /y:/).

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ