Kanada

bro eus Norzhamerika

Kanada (Canada e saozneg ha galleg) a zo ur vro eus Amerika an Norzh, en hanternoz d'ar Stadoù-Unanet (hag ivez a-reter dezho gant stad Alaska). Bevennet eo gant ar Meurvor Habask er c'hôrnog, Meurvor Arktika er gwalarn-sterenn hag er biz hag ar Meurvor Atlantel er biz-reter. Ottawa, e proviñs Ontario, eo ar gêr-benn, hogen Toronto eo ar gêr vrasañ. An eil bro vrasañ eus ar bed eo, goude Rusia. Saozneg ha galleg eo ar yezhoù ofisiel.

Canada
Kanada
Banniel Kanada skoed-ardamez Kanada
Banniel skoed-ardamez
Ger-stur : "A Mari Usque Ad Mare"  (Latin)
Kan broadel: O Canada
Lec'hiadur Kanada
Lec'hiadur Kanada
Kêr-benn Ottawa
45°24′N 75°40′W
Kêr vrasañ Toronto
Yezh(où) ofisiel Saozneg, Galleg
Gouarnamant rouantelezh vonreizhel ha demokratelezh parlamantel
 - Kentañ ministr Justin Trudeau
Gorread
 - Hollad 9.984.670 km² (2vet)
 - Dour (%) 8,92
Poblañs
 - istimadur 2019 37 589 262 ()
 - Stankter 4/km² (228)
FDD  (2010) 0,888 (uhel) (8vet)
Moneiz Dollar Kanada (CAD)
Gwerzhid-eur (UTC-3.5 da -7)
Kod kenrouedad .ca
Kod pellgomz +1

Ur monarkiezh vonreizhel ha kevreadel eo hag un demokratelezh parlamantel. Dollar Kanada eo he moneiz. Ezel eo eus Emglev frankeskemm Norzh Amerika (EFENA), an Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel, an Aozadur evit ar C'henober hag an Diorren Ekonomikel, eus Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) hag eus Kenglad ar Broadoù.

Poblañsː

kemmañ

Daoust d'ar vro bezañ bras-tre n'eo ket ken poblet se. 37 589 262 a dud zo o chom eno e 2019. E 1867 ne oa ket nemet 3,4 milion.

Er c'hêrioù bras e vev an darn vrasañ eus an dud evel e Montréal, Vancouver, Toronto ha Calgary.

An istorː

kemmañ

Meuriadoù Indianed a zo bet o chom eno abaoe pell. Kavet eo bet roudoù ragistorel kozh a 26500 bloaz e norzh Yukon ha kozh a 9500 bloaz e su Ontario. Er XVIvet kantved e oa kaset Jakez Karter, ur breizhad e servij Roue Frañs da zizoleiñ douaroù ur bed dianav. E 1534 e erruas e Gaspezia. Goude distreiñ da Vreizh e teuas en-dro ar bloaz war-lec'h da zizoleiñ muioc'h c'hoazh ar vro.

Tamm-ha-tamm e teuas ur bern tud eus Bro-C'hall da chom ha da ober kenwerzh.

Diwezhatoc'h e teuas ar Saozon ivez ha brezel oa etreze. Tapout a rejont muioc'h-muiañ a c'halloud. Setu perak e vez komzet saozneg ha galleg du-hont.

Geografiezh ha hinː

kemmañ

Ur bern koadeier zo ha dreist-holl lennoù. Ar vro he deus ar muiañ a lennoù er bed eo ha reoù bras zo evel al Lenn Uhelañ, Lenn Ontario, Lenn Huron ha Lenn Meur an Arzh. Lammoù-dour an Niagara zo un arvest a sach kantadoù a viliadoù a dud bep bloaz. Menezioù zo ivez anvet ar Roc'helloù. Hanternoz ar vro n'emañ ket pell diouzh ar Pol Norzh. Setu perak e c'hell ar goañvoù bezañ kriz-tre (betek -45°) ha kouezhañ stank a ra an erc'h (ur geidenn a 3 m 37sm e Kebek). E-pad an hañv eo ar c'hontrol, gellout a ra an gwrezverk pignat betek 35° pe c'hoazh 40°.

Sportoùː

kemmañ

An hoke war ar skorn ha war ar geot eo sportoù broadel ar C'hanada. Basket-ball, baseball, curling, soccer a vez graet kalz ivez. Ar VTT a zo diwanet eno.

Loened ar C'hanadaː

kemmañ

Ur bern arzhed a vez kavet eno : an arzh Kermode, ar grizzli, an arzh gwenn hag an arzh du. Bleizi, koyoted, orignaled, kariboued, kougared, avanked ha gedon a gaver kalz ivez.

Proviñsoù ha tiriadoù Kanada

kemmañ

Dek proviñs ha tri ziriad a zo :

 
Kartenn bolitikel Kanada

Ar stadoù kevreet-mañ a ya d'ober stad kevreadel Kanada.

Tud vrudet

kemmañ

Skrivagnerien : Timothy Findley, Louis Hémon

Kanerien : Céline Dion, Bryan Adams, Alanis Morissette, Leonard Cohen

Aktourien : Keanu Reeves, Christopher Plummer, Donald Sutherland, Evangeline Lilly

Politikourien : Justin Trudeau, Stephen Harper