Douar Franz-Josef
Ur pennad Franz Joseph zo ivez.
Douar Franz-Josef (pe Inizi Franz-Josef) (rusianeg: Земля Франца-Иосифа, Zemlya Frantsa-Iosifa) a zo un enezeg e norzh pellañ Rusia. Emañ er Meurvor Arktek, en norzh da Novaya Zemlya hag er reter da Svalbard. Meret eo gant Oblast Arc'hangelsk. 191 enezenn a ya d'ober an enezeg, dindan un hollad 16 134 km². Didud int.
Istor
kemmañDizoloet e oant bet e 1873 gant ur bagad ergerzherien eus Impalaeriezh Aostria-Hungaria hag anvet en enor d'an impalaer Franz Joseph Iañ. Staget eo bet an inizi ouzh Rusia e 1926.