1926
bloavezh
Diwar-benn bloavezh 1926 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.
Bloavezhioù |
Dekvloaziadoù
1900 1910 - Bloavezhioù 1920 - 1930 1940 |
Kantvedoù |
Milvedoù
Iañ milved - Eil milved - IIIe milved |
Kronologiezh dre viz
Gen • C’hwe • Meu • Ebr • Mae • Mez • Gou • Eos • Gwen • Her • Du • Kzu |
Kronologiezh dre demoù
Lennegezh • Mell-droad • Sinema • Skiantoù • Sonerezh • Sport |
- Muthulakshmi Reddi eo ar vaouez kentañ o vezañ dilennet en ur parlamant, hini Madras.
- 18 a viz Kerzu : dilezet an deiziadur juluan ha kemeret an deiziadur gregorian ; ar 1añ a viz Genver 1927 e voe an deiz war-lerc'h.
- 26 a viz Kerzu : deroù an Oadvezh Shōwa.
- 8 a viz Genver : kurunadur Bảo Đại an impalaer diwezhañ o ren.
- 24 a viz Ebrel : Feur-emglev Berlin etre Alamagn hag URSS.
- 8 a viz Gwengolo : Republik Weimar a emezel e Kevredigezh ar Broadoù.
- Gwalarn gant Roparz Hemon er penn anezhi a zeu da vezañ distag eus Breiz Atao ; embannet e vo bep miz betek 1944.
- Staliadur an International African Institute e Londrez, evit studiañ ar yezhoù afrikan.
- 10 a viz Gwenholon : degemeret eo Alamagn e Kevredigezh ar Broadoù.
- Lakaet ez eus e pleustr lezennoù a-enep an Iliz katolik roman, a oa bet skrivet e bonreizh 1917, ar pezh a voe pennabeg Brezel Cristera.
- 12 a viz Mae : kondaonet eo Ferdinando Sacco ha Bartolomeo Vanzetti d'ar marv.
- 28 a viz Genver : kinniget eo Berlin film nevez Fritz Lang, Metropolis.
- 5 a viz Eost : e New York, ar vreudeur Warner a ziskouez ar film digomz Don Juan, ar film kentañ gant sonerezh ha sonioù enrollet war ur bladenn dre o ardivink Vitaphone.
Armerzh
kemmañ- Henry Ford a embann padelezh al labour en e embregerezh : 5 devezh ar sizhun, 8 eurvezh an deiz.
- 13 a viz Kerzu : Miina Sillanpää, 60 vloaz, eo ar vaouez kentañ o vout anvet da vinistrez.
- 3 a viz Genver : al letanant-jeneral Theodoras Pangalos, Kentañ Ministr, a embann bout un diktatour.
- 4 a viz Ebrel : dilennet eo Th. Pangalos da brezidant gant 93,3% eus ar mouezhioù.
- 22 a viz Eost : digadoriet eo Th. Pangalos gant ar jeneral Georgios Kondylis.
- 23 a viz Here : un dekred a verz ouzh ar maouezi derc'hel ur garg dindan ar Stad.
- 25 a viz Du : distro kastiz ar marv.
- 26 a viz Du : harzet eo holl zilennidi ar Strollad Komunour.
- 17 a viz Kerzu : dre un taol-Stad ez eo digadoriet ar prezidant dilennet ; an diktatour Antanas Smetona a gemer ar galloud.
- 28 a viz Mae : goude un taol-Stad kaset gant ar jeneral Manuel Gomes da Costa ez eus staliet un diktatouriezh vilourel.
- 25 a viz C'hwevrer : Francisco Franco zo anvet da jeneral.
- 23 a viz Here : kentañ moskeenn e Londrez.
- 26 a viz Genver : ar Skosad John Logie Baird a ziskouez an ardivink skinwel kentañ.
- 16 a viz Meurzh : ar fizikour stadunanat Robert H. Goddard a vann ar fuzeenn gentañ kaset gant un trelosk kondon dourennek.s
- 18 a viz Eost : kentañ danevell amzer bet skignet dre skinwel, e Washington, D.C..
- 6 a viz Eost : ar Stadunanadez Gertrude Ederle eo ar vaouez kentañ o treuziñ Mor Breizh dre neuñvial a Vro-C'hall da Vro-Saoz.
Darvoudoù all
kemmañ- 12 a viz Mae : an Norvegiad Roald Amundsen hag e skipailh a nij a-us penn-ahel an Norzh en ur baloñs anvet Norge.
- 25 a viz Gwengolo : berzet eo pep doare sklaverezh gant Kevredigezh ar Broadoù.