Orangoutan
| |||
---|---|---|---|
Pongo pygmaeus
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Primates | ||
Kerentiad : | Hominidae | ||
Genad : | Pongo | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An orangoutan (pe orang-outan) (diwar ar malayeg den ar c'hoadeier) zo ur marmouz ruz e vlevenn, rummataet e-touez ar marmouzien meur.
Rummatadur
kemmañE kerentiad an hominideed emañ an orangoutaned, da lavaret eo asambles gant ar marmouzien-meur all (chimpanzeed ha gorilhed) ha gant an den.
Tro 15 milion a vloavezhioù zo e tispartias hendadoù an orangoutaned diouzh re an hominideed all.
Spesadoù hag ispesadoù
kemmañ- Pongo pygmaeus, a vev e Borneo
- • Pongo pygmaeus pygmaeus er gwalarn
- • Pongo pygmaeus morio er reter
- • Pongo pygmaeus wurmbii er mervent
Kariotip
kemmañEvel ar chimpanzeed hag ar gorilhed o deus an orangoutaned 48 kromozom. Disheñvel eo o c'hariotip eta diouzh hini an dud (46 kromozom).
Neuz
kemmañDisheñvel eo an orangoutaned diouzh o reizh.
- Ar par : 1.40 m eo e vent hag etre 60 ha 90 kg e bouez. A bep tu d'o dremm ez eus tammoù kroc'hen a ro stumm ul loar d'o fas. Ouzhpenn da se ez eus ur sac'henn en o c'horzailhenn a reont ganti evit kreñvaat o huchadennoù.
- Ar barez : Kalz bihanoc'h eget ar bared eo ar parezed : Tro 1.10 m o ment hag etre 40 hag 50 kg o fouez.
Dibar eo an orangoutaned diouzh ar marmouzien meur all dre liv ruz o blevenn ha dre ment o divrec'h hag a zo hir-mat (betek 2.50 m eus un dorn d'egile).
Annez
kemmañGwechall e veze orangoutaned e takadoù bras en Azia. Karrekaennoù anezho zo bet kavet e Sina hag e Thailand.
Bremañ emaint o vevañ e koadegoù Borneo (isspesad Pongo pygmaeus abelii) ha Sumatra (isspesad Pongo pygmaeus pygmaeus).
Er gwez emañ an orangoutaned o chom ha ral eo dezho kerzhet war an douar. Barrek-kenañ int da vont a vrank da vrank.