Karrekaenn
An dilerc'hioù (krogenn, askorn, dant, greunenn, delienn...) pe ar voulladenn eus ur boud bev (un aneval, ur blantenn...) zo ur garrekaenn. Miret eo bet en ur garregenn c'houelezennek. Studiet e vez ar c'harrekaennoù hag an doare ma tiwanont gant ar baleontologiezh dreist-holl.
Hervez ar spesadoù hag ar marevezhioù e c'hall ar c'harrekaennoù bezañ stank pe stankoc'h ha disheñvel e c'hall bezañ o ferzhioù. Dibaot eo ar c'harrekadur hag an testenioù degaset dimp gant ar c'harrekaennoù e-pad tremen tri miliard a vloavezhioù emdroerezh eus ar vuhez war an Douar zo leun a vankoù c'hoazh hag e chomfont e-giz-se moarvat en desped d'an dizoloadennoù a vo graet.