mui
Neuz
Brezhoneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Adverb
mui /ˈmɥiː/
- eil ger ar stumm-nac'h (e-lec'h ken)
- Hon Tad Santel ar Pab n'en doa mui da welet war eskibien Frañs, ken nebeut ha n'o doa ar re-mañ da welet war beleien o eskopti : ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 15.)
- Pa welas n'en doa mui da zale dre ama, e c'halvas e vugale d'e gaout. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 3.)
- N'ouzon mui pet gwech biskoazh e voen stlapet war draez an aod. — (Daniel Defoe, lakaet e brezhoneg gant Yeun ar Gow, Abrobin, Al Liamm, 1964, p. 19.)
- Ma c'halon a zo frailhet dre nerzh ma enkrezoù,
Ma daoulagad glac'haret n'o deus mui a zaeroù ; — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 9.) - Pa voe bet, avat, kaset an intañvez d'ar vered, ne voe mui gwelet Jampi Rognant dre ar vourc'h nemet da Gala-Goañv. — (Abeozen, Pirc'hirin Kala-Goañv, Al Liamm, eil emb. 1986, p. 15.)
- Ludu tantad gouel Yann, avat, ne vez mui dastumet na taolet war ar parkeier. — (Youenn Kervalan, Dremmoù Arrasate, Embannadurioù Al Lanv, 2009, p. 36.)
- N'eo mui ur gêriadenn ha da gêr n'eo ket aet c'hoazh koulskoude. — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 43.)
- Ne bare mui an heol er straedoù. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 22.)
- trede ger ar stumm-nac'h (war-lerc'h ket)
- - Evel-se ne vin ket mui dihunet abred diouzh ar mintin gant youc'hadennoù heson Königin der Nacht dindan he strinkadenn ! — (Mich Beyer, Seizh Devezh Warn-ugent, An Alarc'h Embannadurioù, 2006, p. 11.)
- ..., ha sonnañ a ra gant ar from : n'emañ ket mui ar peskig ruz en e zoureg... — (Vefa de Bellaing, Ar peskig ruz, Al Liamm niv. 178, Gwengolo-Here 1976, p. 314.)
- ... : pa ne oa ket mui plas, e prene un arbell all, ... — (Pêr Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, Al Liamm, 1979, p. 16.)
- Mouezh ur vaouez, sklintin hag heson, seurt ma ne veze ket klevet mui gant ar paotr, abaoe ma oa aet d'ar gouent, da lavarout eo abaoe e bask kentañ. — (Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971, p. 8.)
- N'eus netra mui da gontañ a-raok kregiñ gant hon istor. — (Roparz Hemon, Ho kervel a rin en noz ha marvailhoù all, Al Liamm, 1970, p. 13.)
- A-benn un nebeudig amzer, ne c'hellas mui ar plac'h kuzhat he stad. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 20.)
- [...], torret he gwern gant striv ar seizh avel ha diframmet he stur gant an tarzhioù, ne c'hell ket mui ar vag derc'hel penn d'an arnev. — (Langleiz, Enez ar Rod, Mouladurioù Hor Yezh, 2000, p. 17.)
- muioc'h
- Mamm Dunvel a gave abeg 'barzh he den o vezañ 'oa ken lorc'hus, ha ma harze evel-se, mui c'hoazh 'vit na rae madoù ar Benneien, he merc'h da vez an evurus. — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 19.)
- na mui na ken