hen ober
Neuz
Brezhoneg
Troienn verb
hen ober
- en ober
- Pa vez lavaret ober eun dra bennak e vez ret hen ober. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 25.)
- Ya sur, laret em eus hen ober, ha bepred hen laran. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 116.)
- Bremañ lavaromp hor pedennoù, evel ma'z eo ret da bep kristen mat hen ober. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 61.)
- Ya ! Ya ! va mamm, hen ober a-walc'h a rafen, marteze, met re, en holl, a c'hourc'hemennoù a ra din evel-se. — (Yann-Vari Perrot, E-tal ar poull, C'HOARIVA BREZHONEK, Pemp pezh-c'hoari berr, Skridoù Breizh, 1944, p. 42.)
- Hen ober a reot, dre gaer pe dre heg. [...]. — (Yann-Vari Perrot, E-tal ar poull, C'HOARIVA BREZHONEK, Pemp pezh-c'hoari berr, Skridoù Breizh, 1944, p. 47.)
- Dirak ur verb displeget:
- hen gran, hen grez...
- hen grin ...
- ... n' hen grin biken. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 92.)
- Uhel a dron, graet gand prïaj ha mason, n'e-neus na feson ti na feson moger, na feson den ebed ouz hen ober ? — Un neiz pik. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 334.)
- Ar pec'hed a lez hén ober,
Bara poaz a lez hén debri,
Ar merc'hed koant a lez pokad dezo,
Hag ar re vil a ra ive. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 311.)