gwez
Neuz
Gwelet ivez : Gwez |
Brezhoneg
- anv-kadarn 1 :
- Kavet en henvrezhoneg (guid).
- Meneget er C'hatolikon (guezenn).
- Da geñveriañ gant ar gerioù gwŷdd (lennegel) e kembraeg, gwydh e kerneveureg, fiodh « prenn » en iwerzhoneg ha uidu- en galianeg.
- Deuet eus ar ger keltiek *widus, eus ar furm indezeuropek *h₁u̯idʰ(h₁)-u-s, deveret eus ar wrizienn *h₁u̯eidʰh₁- a gaver er gerioù viður « koad ; prenn » en islandeg ha vidùs « diabarzh » e lituaneg. Kar d'an anv-gwan gouez.
- anv-kadarn 2 :
- Kavet en henvrezhoneg (gued) hag en krennvrezhoneg (goez).
- Da geñveriañ gant ar gerioù gwedd « arvez ; fazenn al loar » e kembraeg ha gwedh « fazenn al loar » e kerneveureg.
- Deuet eus ar ger keltiek *widā, eus ar wrizienn indezeuropek *u̯(e)id- « gwelet ». Kar d'an anv-kadarn gouez.
Anv-kadarn 1
gwez /ɡweː(s)/ strollder (unander: gwezenn)
- Plant koadek, uhel pe uheloc'h gant ur c'hef, ur blein ha skourroù
- Er gwez, al laboused a roe peoc'h. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 31.)
- Tremen a rejont tiez hañv damguzhet o zalbennoù gwenn e-mesk ar gwez.
Deveradoù
Gerioù kevrennek
- Pried en noz, intañvez en deiz, lammerez en dour, pignerez er gwez ? - Ul liñsel-gwele. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 330.)
Troidigezhioù
Anv-kadarn 2
gwez /ɡweː(s)/ benel
Deveradoù
Troidigezhioù
- Ar pennad « gwez » e-barzh Wikipedia