gredan
Neuz
Brezhoneg
Furm verb
Kemmadur | Furm |
hep | kredan |
dre vlotaat | gredan |
dre c'hwezhañ | c'hredan |
dre galetaat | digemm |
amreizh | digemm |
gredan /ˈɡreːdãn/
- Furm kemmet ar verb krediñ pe kredout pe kridiñ e kentañ gour unan an amzer-vremañ
- War-lerc'h ar rannig-verb a, da skouer :
- — Ya 'vat, a gredan, ma zad. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 16.)
- — [...] ; n'ho pezo ket a geuz, a gredan, da veza lavaret d'in ar wirionez diwar-benn zo en em gavet ganeoc'h. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 7.)
- — Ne gredan ket evelato, kaer hoc'h euz beza desket mad, en defe aoun razoc'h, hon Aoutrou persoun-ni. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 315.)
- Jilig. — [...]. Evidon-me ne gredan ket e c'hellfed anaout ac'hanoc'h, rak doare eur vaouez a renk uhel ho peus evelse ! — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 39.)
- — « Ne gredan ket sevel va faour kaez tamm mouez goude beza selaouet ho re-c'houi. [...]. » — (Abeozen, Dremm an Ankou, Skridoù Breizh, 1942, p. 138.)
- Ne gredan ket sevel va faourkaezh tamm mouezh goude bezañ selaouet ho re-c'hwi. — (Abeozen, Dremm an Ankoù, Al Liamm embannadurioù, 2014, p. 124.)
- A bé sé dé,
War ma revr am-bez.
Warc'hoaz am-bo adarre,
Nemed ma mestr a vankfe,
Ne gredan ket e rafe ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 385.)