e gwirionez
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar an araogenn e hag an anv-kadarn gwirionez.
Troienn adverb
e gwirionez /Distagadur ?/
- Troienn a starta ul lavar pe a zegas un dra bennak da resisaat anezhañ.
- Ur gêr vihan e gwirionez ha ne deus enni nemet un ti hag ur c'hraou. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 10.)
- Prenañ a ris 'ta e Toulon ur pikol korn-butun eus ar c'haerañ gant ur c'harenn wer ma veze diskennet enni dour c'hwezh vat, e gwirionez ur « narghileh » e giz an Durked. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 88.)
- Ya ! e gwirionez e oan bet gwarezet gant Doue ha, leun a anaoudegezh-vat, E drugarekais a-greiz kalon. — (Daniel Defoe, lakaet e brezhoneg gant Yeun ar Gow, Abrobin, Al Liamm, 1964, p. 28.)
- – [...]. E gwirionez, pa lârin mat, ar wialenn an hini eo a zibab he mestr. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 90.)
Troidigezhioù
- galleg : en effet (fr) , en réalité (fr)