Mont d’an endalc’had

diwar-bouez

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Ger kevrennek savet diwar an araogenn diwar hag an anv-kadarn pouez.

Araogenn

Gour Furm
U1 diwar ma fouez
U2 diwar da bouez
U3g diwar e bouez
U3b diwar he fouez
L1 diwar hor pouez
L2 diwar ho pouez
L3 diwar o fouez
D diwar ar pouez

diwar-bouez /ˌdiwarˈbwe:s/

  1. Gant skoazell, a-drugarez da ; war-bouez
    • Marteze, lennerien, ho peuz guelet avichou er c'homediou eun doare marc'hodennou, ha divar bouez eun neuden a vez chaset varn'hi, pe eur rod a vez troet, a ia araok, a ia adren, a zav ho diouvreac'h, a c'hoari gant eur fuzuil pe eur zabren. — (Yan An Ors, Claude Caill, républicain indépendant !!, Le Courrier du Finistère, 20 Genver 1894, p. 2.)
    • Koueza reaz en dour, ha beuzet e vije bet sur, panevet an Itron Raoul, pehini a glevaz an hini goz o krial hag a ziredaz da jacha anezi er-meaz, diwar bouez he skubelen. — (Eur c'hreg koz kouezet er porz-mor, Ar Bobl, 26 Du 1904, p. 3c.)
    • — [...], hag e-pad an noz ec'h afent kuit o-daou dre ar prenestr, diwar-bouez liñselioù o gweleoù... [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 190.)
    • Gant ar gouli-ze ne c'helle bale, nemet dre galz a boan ha diwar-bouez flac'hou; [...]. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 17.)
  2. diwar-benn

Gerioù heñvelster

Troidigezhioù