dinerzh
Neuz
Brezhoneg
- (Anv-gwan hag anv-kadarn) Savet diwar ar rakger « di- » ha an anv-kadarn « nerzh ».
- Da geñveriañ gant ar ger kembraek dinerth.
- (Furm verb) Savet diwar « dinerzh- », pennrann ar verb « dinerzhañ », hep dibenn-ger.
Anv-gwan
dinerzh /ˈdiːnɛrs/
- A zo gwan, hep nerzh: tud dinerzh.
- Met ar pennhêr a redas kerkent d'ar park, hag a welas eno ar pevarzek kazeg o peuriñ, ha gante trizek ebeulez kaer hag un ebeul fall ha dinerzh. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 145.)
- Re zinerzh on ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 43.)
- Mez ho doa, me gred, ar zoudarded o veza bet kement-all o kerc'hat d'ar prizoun eur plac'h iaouank dinerz ha diskoazel. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 288.)
- un den dinerzh e spered : digalon
- Diwar-benn diedoù : hep alkool, pe kafein, pe tein.
- Gwin dinerzh, kafe dinerzh, te dinerzh.
Gerioù heñvelster
- dinerzhet (damheñvelster)
Gerioù enepster
Deveradoù
Troioù-lavar
Troidigezhioù
Anv-kadarn
dinerzh /ˈdiːnɛrs/ hollek gourel
Troidigezhioù
Furm verb
dinerzh /ˈdiːnɛrs/