derez-estlammañ
Neuz
Brezhoneg
Anv-kadarn
derez-estlammañ /ˌdere(z)estlãmːã/ hollek gourel
- (Yezhadur) An derez-estlammañ (e Yezhadur Bras ar Brezhoneg[1] ), pe derez-estlammiñ (e Geriadur an Here) zo unan eus derezioù an anv-gwan, pe adverboù zo, a vez furmet dre stagañ an dibenn-ger -at outañ hag a dalvez da ezteuler ar souezh, an estlamm stag ouzh ar perzh, an doare geriet gant an anv-gwan, an adverb
- savet gant -at : gwelout bourrusat, bravat, gwirat, iskisat, kaerat, koantat, krisat;
- D'ar gêr, dousat anv ! — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 74.)
- Iskisat tra.
- Gwirat komz en devoa lâret. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 183.)
- Krisat mab ! Lazhañ e dad ! — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 50.)
- stummoù direizh : gwashat; gwellat;
- Gwashat barr-amzer a ra — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 33.)
- war-lerc'h na
- Na bravat kanerezed ! — (Brogarour, Onenn, 1936, p. 72.)
- Na kaerat koueriadez ! — (Brogarour, Onenn, Gwengamp, 1936, p. 55.)
- Micher al labour-douar, na kaerat micher ... — (Gabriel Morvan, Buez ar Zent, Brest, 1894, p. 404.)
- e troiennoù evel bravat ur plac'h
- e troiennoù evel kaera da blac'h ( kaerat a blac'h)
- Ya, met gwellañ da dijuniñ a refomp gante warc'hoazh... — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 13.)
- Sell kaerañ da garroñs a zo du-hont. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 21.)
- e troiennoù evel kaerañ ma
- Kaerañ ma eo an diabarzh. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 21.)
- savet gant -at : gwelout bourrusat, bravat, gwirat, iskisat, kaerat, koantat, krisat;
Notenn
- ↑ #*551.
[...]
DEREZ ESTLAMMAN. - Savet e vez en ur stagañ an dibenn -AT ouzh an derez plaen : fallat amzer !
A-wechoù e vez lakaet NA dirak : na bravat plac'h ! [...]. — (Frañsez Kervella, Yezhadur Bras ar Brezhoneg, Brest, 1947, 1976, p. 324.)
Gerioù kar dre o ster
Troidigezhioù
- galleg : exclamatif (fr)