barv
Neuz
Brezhoneg
- Meneget er C'hatolikon (barff).
- Da geñveriañ gant ar gerioù barf e kembraeg hag e kerneveureg.
Anv-kadarn
barv /ˈbarw/ pe /ˈbɑːro/ strollder (unanderenn : barvenn)
- Blev an dremm.
- Un den koujourn e oa, tevik-mat e gof, disto e benn ha louet e varv hir. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 74.)
- Ober ar barv, lemel ar barv : troc'hañ barv un den.
- Poent eo dit ober da varv. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 33.)
- Emañ ar c'hazh o lemel e varv. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 33.)
- Yann a oa o troc'hañ e varv. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 116.)
- Implijet evel anv unan : ur barv hir, ur barv gwenn.
- Implijet evel anv lies: ur barv hir, ur barv gwenn.
- -Te eo re yaouank da varv c'hoazh! -O! kozh a-walc'h int da c'hoari ganit — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 22.)