amiegez
Neuz
Brezhoneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-kadarn
amiegez /amiˈeːɡes/ benel (liester : amiegezed)
- Maouez zo he micher sikour ar merc'hed da wilioudiñ.
- Kerkent an amiegez a roas ar c'hrouadur paour da un den a oa o c'hortoz e toull an nor, [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 125.)
- An amiegez, kef an Ifern-se, pa anavezas e oa bet saveteet ar vugale, hag e oant maget en ho palez, a glaskas c'hoazh an tu da dont a-benn d'o c'holl. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 133.)
- E-barz ar gwele-man e c'hanas, war an oaled-man eun amiegez hen mailhuras, hag eun amezegez a roas d'ean da zena. — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 11.)
- [...], galvet diwar-zifrae da reiñ dorn d'un amiegez nec'het-bras en-dro d'ur wreg war he zremenvan gant he c'hrouadur nevez c'hanet. — (Jarl Priel, An Teirgwern Pembroke, Al Liamm, 1959, p. 15.)
Troidigezhioù
- galleg : sage-femme (fr)