Mont d’an endalc’had

-fot

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Eilstummoù tipografek Gwelet ivez : -fet, -ot

Brezhoneg

Etimologiezh

Diwar un dibenn -ot (pe -et, a zo -het e brezhoneg Gwened), distaget "het", troet da " -fot" (a-wechoù -fet).

Dibenn-ger

  1. Dibenn-verb; dibenn personel ar verboù reizh en eil gour lies an amzer-da-zont.
    • Diouzh o frouezh ec'h anavfot anezho, Ar Pevar Aviel, p 21 ???
    • Hastit ober pinijenn, hag e pignfot d'an neñv war-eeun, ar pezh a c'hoantaan deoc'h, en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered Glan. — (KAB 4, p. ...)
    • Aze e chomfot da hunvreal? — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 154.)
    • ... pa wel'fot un den mezv ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 151.)
    • Evel-se pa welfot an holl draoù-se, gouvezit emañ tost, e-tal an nor. — (Maodez Glanndour (troidigezh dindan renerezh), Ar Bibl santel - An testamant nevez - Ar Pevar Aviel, eil emb., Al Liamm, 1982, p. 64.)
  2. gwelout ivez: befot, efot; gellfot, gouvezfot, grefot,gwelfot ; kerfot, klevfot.

Notennoù

Implijet

  • en Emgann Kergidu, gant Lan Inizan
  • er Pevar Aviel, Al Liamm, 1969, gant Maodez Glandour hag e genlabourerien, e-lec'h -fet, implijet gant Fañch an Uhel en teir levrenn gentañ Kontadennoù ar Bobl (fot er pevare ur wech).