Mab ar roue hac ar vergerennic
Neuz
1890 (Levrenn I, p. 162-164)
MAB AR ROUE HAC AR
VERGERENNIC.
____
En crec’h, en traon, gant ar c’hoajo (bis.)
A zo eur vergerenn eno,
Si bon, la jolie bergère,
Si bon la belle jolie !
Canan a ra ken brao, ken dous !
Mouez eun dimezellic a deus !
Mab ar Roue a lavare :
— Dibret-hu d’in ma incane ;
Dibret-hu d’in ma incane,
Ma c’h in d’ar c’hoajo da vale !
— Berjerenn, cânet eur chanson,
An hini ’gânec’h bremazon.
— Allaz ! ne allan mui canan,
Gant ar c’heuz d’am breur iaouancan !
Gant ar c’heun d’am breur iaouancan,
’Zo war ar mor o navigan !
Na mar teufe d’am breur mervel,
Me ve princes a Vreiz-Izel.
Me a dougfe an dantélès,
Kerkent ha me a ve princès.
Me a dougfe frizettenno,
Aour hac arc’hant ’n em godello !
Mac’harit Grénès.
______________