Zonia Bowen
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet, Kembre |
Anv ganedigezh | Zonia North |
Anv-familh | Bowen |
Deiziad ganedigezh | 23 Ebr 1926 |
Lec'h ganedigezh | Ormesby St Margaret |
Deiziad ar marv | 18 Meu 2024 |
Pried | Geraint Bowen |
Kar | Gwilym Bowen Rhys |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, galleg, kembraeg, brezhoneg |
Micher | skrivagner |
Bet war ar studi e | Bangor University |
Zonia Margarita Bowen (23 a viz Ebrel 1926 en Ormesby St. Margaret - 18 a viz Meurzh 2024) a oa un emsaverez hag ur skrivagnerez eus Kembre.
Ganet e voe Zonia North e Norfolk ha desavet e Yorkshire. Saoz e oa he orin eta. Goude studioù e skol-veur Bangor e chomas da vevañ e Kembre ma timezas da C'heraint Bowen, hag a voe arc'hdrouiz Kembre diwezhatoc'h.
E 1967 e voe e-touez ar maouezed a savas ar strollad kembraek Merched y Wawr, gant un nebeud maouezed a zivizas kuitaat an aozadur Women's Institute. Pal ar strollad nevez a oa heñvel ouzh hini ar W.I. : reiñ lusk d'ar vuhez war ar maez ha lakaat ar maouezed da gemer ur perzh oberiant e buhez ar gevredigezh ; met savet e oa bet Merched y Wawr evit gallout ober ar bodadegoù e kembraeg, tra ma poueze ar W.I. evit ma vije graet gant ar saozneg[1].
Goude dek vloaz e penn Merched y Wawr e roas he dilez, abalamour ma kave dezhi e ranke ar strollad-se chom neptu a-grenn war an dachenn relijiel.
Deskiñ brezhoneg a reas Zonia Bowen ivez ha treiñ skridoù brezhonek e kembraeg[2]. Ganti ivez e voe savet Llydaweg i'r Cymro, al levr kembraek kentañ da zeskiñ brezhoneg.
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Llydaweg i'r Cymro, Y Bala, Gwasg y Sir, 1977
- Yec'hed Mat / Iechyd Da, Gwasg y Lolfa, 1980
- Alan a'r tri brenin, Llyfrau'r Faner, 1984
- Dy bobl di fydd fy mhobl i, eñvorennoù Zonia Bowen, Gwasg y Lolfa, 2015[3]
- Geraint & Zonia Bowen, Hanes Gorsedd y Beirdd, Cyhoeddiadau Barddas, 1991
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (cy) Crefydd, y Gymraeg a Zonia Bowen, Cymru Fyw, BBC, 4 C'hwevrer 2015
- ↑ Evel Alan a'r tri brenin (Alanig an Tri Roue, gant Roparz Hemon, 1984.
- ↑ (cy) (en) Good Reads